tad-kozh-ioù

Lakaet enlinenn d’ar 14.02.2023,
daskemmet d’an 18.02.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

tad-kozh-ioù, tadoù-kozh-ioù, pennanv niveradus gourel.

Tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-kozh, hendad-kozh, tad-ioù (ster 3), tad-ioù-kozh, tad-kozh (ster 2), tad-kozh e-raok, tad-kozh-kuñv, tad-kun (ster 2), tad-kuñv.

Takad arver

Arveret eo ar ger e Bro Kost-ar-C'hoad, e gwalarn Bro-Wened. Testeniekaet eo e Pellann (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tad-kozh hag an elfenn ioù.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.