rannyezhelezh

Lakaet enlinenn d’ar 25.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; pg. penngerioù.

Termenadur

rannyezhelezh, pennanv hollek benel.

Perzh ur yezh a ya meur a rannyezh ouzh hec'h ober.

Ur roll a bouez he deus ar skingomz war emdro an distagadur : ret eo diwall diouzh ar rannyezhelezh er c'heleier. (Heusaff, 1964:168)
En abeg da rannyezhelezh hor yezh ez on bet rediet da zilezel kalz anvioù. En abeg d'ar rannyezhelezh-se ivez em eus bet tro da gavout, a-wechoù, meur a anv o tennañ d'ur seurtad. (Roland Mogn, m. gt. Étienne, 2001:254)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv rannyezh hag al lostger -elezh.

Troidigezh

Er geriadurioù : rannyezhelezh, « dialectalisation » (Ar Glev, 1986).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Reun ar Glev, René Le Gléau.

Oberennoù ha pennadoù

  • Étienne, Guy (rener) : 2001. Lavar 14. Ploveilh : Preder.
  • Heusaff, Alan : 1964. « An danevellskrid diwar-benn an iwerzhoneg ». Ar Bed Keltiek, niv. 68, Eost 1964, p. 165-170.
  • Le Gléau, René : 1986. Dictionnaire classique français breton. Tome III. Deblo - Embeg. Brest : Al Liamm.