dibobladeg

Lakaet enlinenn d’an 23.10.2021,
daskemmet d’an 12.11.2021.

Berradurioù : niv. niverenn, p. pajennoù.

Termenadur

dibobladeg, pennanv niveradus benel.

Digresk bras a boblañs.

Darnaouet e voe al latinegerien, gant an dibobladegou hag an enbrôadegou, en eun niver a enezennadou ma ’z eas kalz anezo da get gant ar slavekaat e-doug ar Grenn-amzer. (Mordiern, 1935-a:72)
Renkadou uhel ar vrôad o doa desket, er skoliou savet evito, al latin bras, al latin unvan, al latin lennegel, hogen, diwar an trede kantved, en em gav ar renkadou tud uhel-se gwall-reuziet gant an holl walennou a gastiz a gouez neuze war an Impalaerded roman: brezeliou ouz an diavaez, stourmadegou-diabarz, argadadegou-Barbared, emsavadegou koueriaded, drastadegou, dibobladegou, rivinadegou, h. a. (Mordiern, 1935-b:72)
Lavaret e vezo na oa seurt dibobladeg nemet un emdroadur naturel evit ur vro re baour gant ur boblans re vras. N' eus gwirionez ebet e kement-se. (Denez, 1953-a:65)
Ne oa ket mui ar re-se, anat eo, sujet d' ar c'hlanioù : « sheepskin landlords » e oant (13), mistriwar an douar ha war an dud : setu perak e c'helljont kas da benn-vat, gant skoazell ha bennozh ar gouarnamant, unan eus gwashañ dibobladegoù an naontekvet kantved : ar clearances pe skarzhadegoù. (Denez, 1953-b:39)
Ne echuas ket divroadeg Skosiz ha dibobladeg Bro-Skos gant ar skarzhadegoù: kemeret e oa ar pleg, rivinet ar vro hag a-viliadoù ez eas Skosiz da glask o chañs en tu all d' ar mor, da emouestlañ en arme saoz, pe da grakvevañ er c'hêrioù bras ijinerezhel, e-lec'h ma oa ezhomm micherourien marc'hadmat. (Denez, 1953-b:43)

Gerdarzh

Diwar an verb diboblañ hag al lostger -adeg.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Denez, Per : 1953-a. « Ar gouezeleg. Notennou diwar-benn ar gouezeleg hag ar yezhou all e Bro-Skos. Eil lodenn. Ar gouezeleg o vont da get ». Al Liamm, niv. 37, Meurzh-Ebrel 1953, p. 63-68.
  • Denez, Per : 1953-b. « Ar gouezeleg. Notennou diwar-benn ar gouezeleg hag ar yezhou all e Bro-Skos (Kendalc'h) ». Al Liamm, niv. 38, Mae-Mezheven 1953.
  • Mordiern, Meven : 1935-a. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn I) ». Gwalarn, niv. 76, Meurzh 1935.
  • Mordiern, Meven : 1935-b. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn II) ». Gwalarn, niv. 78, Mae 1935.