gourdad-kozh
daskemmet d’an 18.06.2023.
Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
gourdad-kozh, gourdadoù-kozh, pennanv niveradus gourel.
Tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : hendad-kozh, tadig(où)-kozh, tadigoù, tad-ioù (ster 3), tad-ioù-kozh, tad-kozh (ster 2), tad-kozh e-raok, tad-kozhig(où), tad-kozh-kuñv, tad-kun (ster 2), tad-kuñv.
Perzh rannyezhel
Dindan ar stumm « gourtad-kozh » ez eo bet dastumet ar ger e Lokmaria-Kaer hag e Lokmaria-ar-Gerveur (Ar Rouz, 1963:k. 575), rak ne zegas ar rakger gour- kemmadur ebet en un takadig eus gevred Bro Gwened.
Takad arver
Arveret eo ar ger e reter Bro an Oriant, e kornôg Bro Gwened, nemet er mervent, ha war ar Gerveur. Testenikaet eo e Brelevenez, e Langedig, e Pleuwigner, e Ploveren, e Lokmaria-Kaer, e Lokmaria-ar-Gerveur hag e Saozon (Ar Rouz, 1963:k. 575).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv tad-kozh hag ar rakger gour- staget ouzh tad.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.
Oberennoù ha pennadoù
Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.