ki

Lakaet enlinenn d’an 09.07.2020,
daskemmet d’an 12.11.2021.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; ls. liester ; m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; pajennoù ; s. o. sellet ouzh.

Termenadur

ki, kon, chas, pennanv niveradus gourel.

(En e furm vihanaat.) Kiig, konigoù. Kolen ki.

  • [En unander, furm kiig.]
    Neuze bouta e fri er-maez, rufla an aer a bep tu e reas eur c’hiig hag, o welout e oa e-unan penn, e sailhas eus a sac’h hag, a vec’h war an oaled, e troas en eur paotrig koant. (Duchaussois ha Georget, 1924:873)
    Sebezet e chomjont pa zigouesjont gand ar bodennou gwez kenta ha pa gavjont etouez ar geot, eur c’hiig bihan dilezet ha doare d’ezan da veza bet glazet gand eun dra bennak. (Caouissin, 1932:149)
    Enoeiñ a ra start gant he c'hiig. (Yann-Ber Quirion, m. gt. Étienne, 1998:338)
  • [El liester, furm konigoù.]
    Padal ar vaouez Kontell-Velen a c’hanas c’houec’h ki bihan. Mezek holl ouz he ganadur, nemet koulskoude leun a garantez outan, e kuzas he c’hounigou en eur sac’h, d’ezan eun digor-red ha graet gant krec’hin divesker kirvi-erc’h kenwriet. (Duchaussois ha Georget, 1924:873)
    N’ eus ken em sac’h nemet va c’hounigou. (Duchaussois ha Georget, 1924:873)
    Hag e tilec’hias, ha tenna al lerenn ganti; nemet, e-lec’h mont he hent, e kluchas a-drenv eur harz stank ha, krenik-holl, e c’hortozas ken a zeufe ar c’hounigou er maez eus o zoull tenval ha tomm. (Duchaussois ha Georget, 1924:873)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Eus ar c'helteg *, kun-es (Henry, 1900) pe *kuo- (Deshayes, 2003).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Caouissin, Herri : 1932. « Pask ». Feiz ha Breiz, niv. 4, miz Ebrel 1932, p. 148-154.
  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Duchaussois ; Georget, T.-M. (troer) : 1924. Buhez Breiz, niv. 39, Meurzh 1924, « Danevell penn-orin ar C’houn-Koustou unan eus ar meuriadou Indianed eu gwalarn ar C’hanada », p. 872-874.
  • Étienne, Guy (rener) : 1998. Lavar 11. Ploveilh : Preder.
  • Henry, Victor : 1900. Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne. Roazhon : J. Plihon et L. Hervé.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.