kenelyezhouriezh

Lakaet enlinenn d’ar 26.06.2020,
daskemmet d’an 21.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadur

kenelyezhouriezh, pennanv hollek benel.

(Dispredet.) Kenelyezhoniezh.

An Tribann, dastumadenn Skol-Veur an Drouized a zo gwellaet kalz e pep stumm. Moulet brav eo ha muioc'h a vrezhoneg a zo enni : ur pennad gant Aldrig a Naoned, Soñjezonnoù, Notennoù a genelyezhouriezh gant Kadvan ha keleier. (Al Liamm, niv. 97, 1965, p. 154)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv yezhouriezh hag ar rakger kenel-.

Istor

1962. « Notennoù a genelyezhouriezh », titl pennad ; n’emañ ket ar ger e korf ar pennad ; kenelyezhoniezh eo a zo implijet er goudeskrid (Pennaod, 1962:447).

Levrlennadur

Kelaouenn

Al Liamm, niv. 97, Meurzh-Ebrel 1965, « Notennoù », p. 150-156.

Oberennoù ha pennadoù

Pennaod, Goulven : 1962. « Notennoù a genelyezhouriezh ». Al Liamm, niv. 95, Du-Kerzu 1962, p. 447-451.