keltegezh
Lakaet enlinenn d’ar 05.08.2022.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù, ub. unan bennak ; udb. un dra bennak.
Termenadur
keltegezh, pennanv hollek benel.
Perzh ub. pe udb. a zeu eus ur bobl a orin kelt.
Strivañ a reont da bellaat diouzh o c’hudennoù-int hag o buhez, ha nac’h a reont loc’hañ diwar o digenvez end-eeun dre leuniañ ar goullo gant mojennoù : ur « yezh komprenadus evit an holl », ar « geltegezh ». (An Noalleg, 1978:58)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv Kelt hag al lostger -egezh.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
An Noalleg, Chantal : 1978. « Digant Chantal an Noalleg ». Emsav, niv. 124, 1977. P. 56-59.