dreistpoblañ

Lakaet enlinenn d’ar 17.10.2021,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn, pg. pennger.

Termenadur

dreistpoblañ, verb.

Poblañ re stank.

  • [Implijet da bennanv.]
    Aes hen ober dre lenn al liziri, an eñvorennou hag ar romantou skrivet gant tud ar c’hantvedou-hont, ha netra dudiusoc’h eget an enklask-se, hor c’has d’eur marevez m’edo c’hoaz war ar bed eun douar-bras goullo, dieub a-grenn diouz brein-krign an dreist-pobla (12). (Mordiern, 1935:13)
    (12) Ober a ran amañ eur brein-krign eus an dreist-pobla dre ma kounan an holl sïou fall a sach d’e heul, gant a rajed. (Mordiern, 1935:13)

Gerdarzh

Diwar ar verb poblañ hag ar rakger dreist-.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • dreistpoblañ, dreistpobliñ, « surpeupler » (Favereau, 1992:pg. dreistpoblañ, -iñ),
  • dreistpoblañ, « surpeupler » (Menard, 2012:pg. surpeupler).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau.

Oberennoù ha pennadoù

  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Mordiern, Meven : 1935. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn III) ». Gwalarn, niv. 82, Gwengolo 1935.