tad-mignon

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2023,
daskemmet d’an 19.06.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; l. levrenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

tad-mignon, tadoù-mignon, pennanv niveradus gourel.

Tad d’an tad pe d’ar vamm. Heñvelsterioù : tad-ioù (ster 1), tad-ker (ster 1), tad-kozh (ster 1), tad-paour, tata-gozh. Enepsterioù : bugel-bihan, mab-bihan, merc'h-vihan.

mamm-vignon.

Takad arver

Arveret eo e gevred Bro Gwened. Testeniekaet eo e Lokentaz (Ar Rouz, 1963:k. 575) hag e Sarzhav (An Du, 2001:k. 576).

Istor

Stumm skrivet. 1992 : « tad-mignon » (Favereau, 1992:pg. tad).

Stummoù treuzskrivet. 1963 : « támin̮õ̦ » e Lokentaz (Ar Rouz, 1963:k. 575). 2001 : « tɑ məˈɲọ̃ » e Sarzhav (An Du, 2001:k. 576).

Ster. 1963 : tad-kozh, « támin̮õ̦ » (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tad hag an adanv mignon.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, l. 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.