ganadur

Lakaet enlinenn d’an 08.07.2020,
daskemmet d’an 07.12.2021.

Berradurioù : m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. penngerioù.

Termenadurioù

ganadur, -ioù, pennanv gourel.

  1. Pennanv hollek.
    1. Hollad ar meteier nad eo ket diazezet mab-den enne ha nad int ket korvoet gantañ. Heñvelster : anien, natur.
      Karet a rit-hu ar ganadur gouez ha kaër ? (Dohollou, 1907:2f)
      Bronwenn ne lavare netra, hogen pez a oa tavet gant he genou a oa diskleriet mat gant he daoulagad glaz, da lavarout ez eo strafuilh hec’h ene dirak taolen gaer ar Ganadur suilhet gant heol miz mezeven. (Ar Fusteg ha Berthou, 1936:101)
      Eur sonadeg diveut a zilamme diouz ar barriou ha diouz ar yeot en tu-all d’an draounien, hag a zigase d’ezi, gant kamaradegez, salud karantezus ar ganadur o tizarbenn karantez mab-den. (Ar Fusteg ha Berthou, 1936:101)
      War vevenn daou ved edo an ti, kreiz etre hini ar Ganadur digabestr ha hini Sevenadur gwakoliet an Den. (Konan, 1959:175)
    2. Oberiadur genel.
      An difounnaat o ganadur a-ratoz a gaver gant Aostraliz evel gant kement poblad-all o veva diwar hemolc’hi nemetken (96). (Mordiern, 1939:46)
      Emaon o klask dizarbenn ur gredenn : ar gredenn e c’hell dont loened bev er bed diwar mann ebet, ar ganadur diwar netra. (Kerven, 2003)
    3. Oberiadur kenderc'hiñ.
      Ma taoler evezh e tremene an dra-se 15 vloaz a-raok ar brudañ gant Parmentier, e weler emañ Breizh, goude an Daofinez, al Lorren ha Bro-Velar, o tegemer diouti hec’h-unan ur ganadur anezhañ ur reveulzi en istor al labour-douar. (Mazeas, 1942)
  2. Pennanv niveradus.
    1. Hollad boudoù a ziskenn eus unan bennak pe ul loen bennak.
      • Hollad ar boudoù bet ganet gant ur vaouez. Heñvelster : bugale.
        Padal ar vaouez Kontell-Velen a c’hanas c’houec’h ki bihan. Mezek holl ouz he ganadur, nemet koulskoude leun a garantez outan, e kuzas he c’hounigou en eur sac’h, d’ezan eun digor-red ha graet gant krec’hin divesker kirvi-erc’h kenwriet. (Duchaussois ha Georget, 1924:873)
        Ar maouezed a zo primoc'h, suroc'h o anien, tuetoc'h da stourm, broudet ma ’z int gant o ganadur a rankont magañ. (Foix, 1972:289)
      • Hollad tud a ziskenn eus ur strollad tud, ur c'hlann, ur meuriad, ur genel pe ur bobl. Heñvelster : diskennidi.
        Diwar skouer an Amerikaned, e weler splann petra eo barrek da ober, e nebeutoc’h eget daou c’hant vloaz, ha war an holl dachennou digor da labour mab-den, ganadur eur bobl vihan, eur vrôadig dister, n’oa enni nemet unnek kant mil a dud e-kreiz an XVIIIvet kantved, ha pevar milion tri c’hant mil hepken e 1800. (Mordiern, 1935-b:58)
        An dudigou a vev bremañ e Breiz-Izel, ganadur gwanaet an dud-veur o deus savet Keltia en hen-amzer an Istorvez ha Breiz-Vihan e derou ar Grenn-amzer, n’int ket barrek, a-hervez, da ober ar pez o deus graet en hon Amzer Breiz-Veuriz ha Norz-Amerikiz, er-maez eus an Iliz hag eus ar Gouarnamant, hag hep ar Skoazell anezo. (Mordiern, 1936:43)
      • Hollad ar re vihan bet ganet gant ul loen.
        Ne reont ken gant an anoiou-tud lieskevrennek, hir ha lorc’hus, a gar kemer, en holl boblou indezeuropek, ar vrezelourien a ouenn uhel: keltieg Urogenonertos « Nerzus evel ganadur an ejen-meur »; germaneg Hariogaisas « Goaf-bann an armead »; gresianeg Hippokratês « En deus nerz ar marc’h », thrakeg Sit(o)alkês, « Nerz an Ed »; skutheg Baioraspos « Dek mil marc’h »; hen-berseg Bagadatês « Roet gant Baga » (Baga « an Darnaouer-pinvidigeziou », unan eus anoiou Doue; keñveria hen-slaveg bogu « doue », bogatu « pinvidik »); sanskriteg Devadatta « Roet gant Doue ». h. a. (Mordiern, 1935-a:12)
        Eurvezhioù e poagnas, par d' ur vleizez o tifenn he ganadur. (Keldreg, 1974:136)
    2. Boud pe tra krouet.
      • Tra en deus strivet un den pe un hollad tud a-benn e seveniñ.
        Aet eo Jakez Riou diganimp, a-barz m’en devoe amzer da seveni e huñvre, dres p’edo o vont da rei lusk d’e oberou penna, ganaduriou, bet klasket pell, e galon hag e empenn, an oberou-meur a gomzemp diwar o fennou, — eveldoun diwar-benn « Itron Varia Garmez » — abaoe bloaveziou. (Drezen, 1938:60)
        Ne nac’he ket ar skrivagner e c’hanaduriou kenta. (Drezen, 1938:70)
        Prenistri digor a rank ar brezhoneg kaout war c’hanadurioù-spered ar Bed-holl… (Arvor, niv. 158, 1944)
        Hep komz a c'hanadurioù liesorinet, hep adsevel kalz en amzer dremenet, bez’ ez eus e bed ar moulerezh lignezadoù ha penned-ouenn. (Kerverzhioù, 1950:70)
      • Tra pe boud bev a zo e orin en un dra bennak all.
        Gourvezet lizidour war he faoiou mistr astennet dirazi, sounn he fenn, he daoulagad gwervaen difiñv, ar banterenn a oa eur skouerenn gaer-dreist eus ganaduriou spouronus he bro. (Arvor, niv. 11, 1941)
        Al Lezenn, hag he ganadur an Urz, a zo ouz o harpa, hag o diwall, Nerz ar Warded war varc’h ha Galloudou ar Brezel. (Drezen, 1941:265)

        Ganadur ar gwini. Ar gwin.

        Boazetoc’h e oa e staoñ ouzh blaz an dour eget ouzh saour badaouus ganadur ar gwini. (Drezen, 1974:74, m. gt. ar Glev, 1992)

Gerdarzh

Diwar -gan-, pennrann ar verb genel, hag al lostger -adur.

Troidigezhioù

Er geriadurioù, er c'hazetennoù hag er c'helaouennoù :

  • ganadur, « nature » (Vallée, 1931),
  • ganadur, « procréation » (Vallée, 1931 ; Favereau, 1992:pg. ganadur, procréation),
  • ganadur, « production » (Vallée, 1931), ganaduriou, « productions » (Arvor, niv. 11, 1941),
  • ganadur, « progéniture » (Vallée, 1931 ; Hemon, 1938 ; ar Glev, 1992 ; Menard, 2012).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Kerven, Gerven ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kazetennoù

Arvor

  • niv. 11, 16 a viz Meurzh 1941, « Concours de traduction », p. 2.
  • niv. 158, 30 a viz Genver 1944, « Troet diwar ar galleg… Piv a zo a-du ? Ha piv a-enep ? », p. 1.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Fusteg, Yann ; Berthou, Erwan : 1936. « Goulennadeg Bronwenn ». An Oaled, niv. 56, 2l trimiziad 1936, p. 101-107.
  • Dohollou, Fanch (aozer troet) : 1907. « Skrignak ha Kommana (Envoriou ma bugaleach) ». Ar Bobl, niv. 148, 27 a viz Gouere 1907. P. 2.
  • Drezen, Youenn : 1938. « Jakez Riou ». Gwalarn, niv. 110-111, Genver-C'hwevrer 1938, p. 23-72.
  • Drezen, Youenn : 1941. Itron Varia Garmez. Skrid ha Skeudenn.
  • Drezen, Youenn : 1974. Skol-Louarn Veig Trebern. Trede lodenn. III. Al Liamm.
  • Duchaussois ; Georget, T.-M. (troer) : 1924. Buhez Breiz, niv. 39, Meurzh 1924, « Danevell penn-orin ar C’houn-Koustou unan eus ar meuriadou Indianed eu gwalarn ar C’hanada », p. 872-874.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Gerven, Yann : 2003. « Francesco Redi (1626-1698) hag ar ganadur diwar netra ». Diembann
  • Hemon, Roparz : 1938. « Geriadurig gallek-brezhonek ». Stagadenn da Walarn, niv. 117 in Gwalarn, niv. 121, Kerzu 1938.
  • Keldreg, Reun Menez : 1974. « Va zroiad er Perou ». Al Liamm, niv. 163, p. 122-138.
  • Kerverzhioù : 1950. « Moulerezh ». Al Liamm, niv. 23, Du-Kerzu 1950, p. 69-71.
  • Konan, Jakez : 1959. « Ar C'hi ». Al Liamm, niv. 74, Mae-Mezheven 1959, p. 175-178.
  • Le Gléau, René : 1992. Dictionnaire classique français breton. Tome VIII. Passe - Racontar. Brest : Al Liamm.
  • Mazeas, Goulven : 1942. « Istor berr an avaloù-douar e Beizh ». Arvor, niv. 97, 15 a viz Du 1942, p. 2.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Mordiern, Meven : 1935-a. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn I) ». Gwalarn, niv. 76, Meurzh 1935.
  • Mordiern, Meven : 1935-b. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn III) ». Gwalarn, niv. 82, Gwengolo 1935.
  • Mordiern, Meven : 1936. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn VI) Diwez ». Gwalarn, niv. 88, Meurzh 1936.
  • Mordiern, Meven : 1939. « Istor ar Bed. Seizvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). IV ». Gwalarn, niv. 128-129, Gouere-Eost 1939.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]