neges
daskemmet d’an 09.07.2023.
Berradurioù : emb. embannadur ; l. levrenn ; niv. niverenn.
Termenadur
neges, pennanv niveradus.
Hollad stlennadoù, lavaret pe lakaet dre skrid, hag a zo e bal reiñ un dra bennak da c'houzout d’unan bennak. Heñvelster : kemennad.
Re emellet e oa gant renerezh ha melestradur ar gelaouenn evit gellout sevel e-unan un oberenn fonnus : houmañ a c'hoarvez dreist-holl eus un dastumad barzhonegoù "Evidon va-unan" awenet gant gwazhwelouriezh deroù ar goudevezh-brezel, ha daou zastumad kontadennoù : "An Irin Glas" hag "Ur Vouezh er Vorenn", a oa dezho dreist-holl ur mennad kenedelour ; me 'fell din lavarout n'en doa ar skrivagner neges ebet da gemenn drezo d'e lennerion, - lakaet a gostez ar vroadelouriezh he doa e vroudet da skrivañ e brezhoneg, evel pep hini ac'hanomp. (Olier, 2003:166)
Evezhiadenn : Kavout a reer an amprestadenn neges gant ar verb kemenn (Olier, 2003:166). Gant ar ger boas kemennad en em gavje an hevelep pennrann e daou c'her tost an eil ouzh egile.
Gerdarzh
Diwar ar c'hembraeg neges, hag en deus an hevelep ster (Bevan ha Donovan, 1998:1562-1563), a orin gant ar c'herneveureg negys (Gwalarn, niv. 119-120, 1938:18), diwar ar c'hrenngerneveureg negys, neges, eus al latin necesse (Bevan ha Donovan, 1998:1562-1563). Al latin « negotium » a zo bet roet evit orin ar ger (Pedersen, 1909:231 ; Gwalarn, niv. 119-120, 1938:18), met ne zegouezh ket stumm hemañ diwezhañ gant an emdroadur a c'hortozfed neuze.
Troidigezh
E kembraeg : neges, « negys » (Gwalarn, niv. 119-120, 1938:18).
Levrlennadur
Kelaouenn
Gwalarn, niv. 119-120, Here-Du 1938.
Oberennoù ha pennadoù
- Bevan, Gareth A. ; Donovan, P. J. : 1998. Geiriadur Prifysgol Cymru, l. 3: M-Rhywyr, 1añ emb. Caerdydd : Gwasg Prifysgol Cymru.
- Olier, Youenn : 2003. « Tremenvan Ronan Huon. 1922 - 2003 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 27, 2003 (stagadenn Imbourc'h, rummad nevez, niv. 7).
- Pedersen, Holger : 1909. Vergleichende Grammatik der keltischen Sprachen. Göttingen : Vandenhoeck und Ruprecht.