tad

Lakaet enlinenn d’an 13.02.2023,
daskemmet d’an 09.03.2023.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; fesk. feskenn ; k. kartenn ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

tad, -où, pennanv niveradus gourel.

Gwaz en deus ganet an den. Heñvelster : tata.

Tad hebiou. Tad-kozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-ioù, gourdad-ioù-kozh, tad-ioù (ster 2), tad-kokenn (ster 2), tad-kozh-garv, tad-kun (ster 1).

kerent, mamm, tud.

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Notenn

Arveret eo an droienn tad-kozh hebiou e kornôg Leon hag e gwalarn ar Vro Bidar, e hanternoz Kernev. Testeniekaet eo e Plourin-Gwitalmeze hag e Brasparzh (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tad hag an adanv kozh.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.