drevezus

Lakaet enlinenn d’ar 27.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

drevezus, adanv.

Troet da zrevezañ ar pezh a zo en-dro dezhañ.

Hag eñ kuit goude-se. Pa voe kuzhet, an holl varmouzed, ha me gante, a ziskennas eus ar gwez. Hor gouenn a zo techet da vezañ ranell, furedek ha drevezus. (Roc'halan, 1943)

Gerdarzh

Diwar -drevez-, bennrann ar verb drevezañ hag al lostger -us.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Roc'halan : 1943. « Ar marmouz besk ». Arvor, niv. 145, 24 a viz Here 1943, p. 3.