penndudenn
daskemmet d’an 22.11.2021.
Berradurioù : gl. galleg, niv. niverenn ; p. pajennoù ; s. i. o. sellet ivez ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
penndudenn, -où, pennanv niveradus benel.
Tudenn bennañ eus un istor. Heñvelsterioù : haroz, pennden.
Ne oa e gwirionez nemet ur plac’h yaouank, penndudenn ar romant, o sevel en amc’houlou, gwisket e gwenn. (Emsav, niv. 90, 1974)
Ar penndudennoù zo peorien, doanius eo o stad : Emili ne oar ket petra a roio da zebriñ d’he bugale, n’he deus mui ur gwenneg. (Emsav, niv. 98, 1975)
Roparz HEMON en deus dibabet da benndudenn an haroz iwerzhonat Kouc’houlin. (Emsav, niv. 108, 1975 ; s. i. o. Kermoal, 1978:383)
Erru e oan gant ar pennad anavezetañ eus al levr, an hini a gont penaos Ethelred, penndudenn an ”Trist”, goude bezañ klasket en aner, gant doareoù seven, kaout digor e log an ermit, en em laka neuze da vont e-barzh dre nerzh. (Poe ha Lermen, 2011:10)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv tudenn hag ar rakger penn-.
Burutelladenn
Hervez Frañsez Kervella, ne zegouezh ket stumm ar gerioù « tudenn » ha « penndudenn » gant o ster :
" penndudenn " (ha tudenn e meur a lec'h all el levr). Gwall damall a rin ar ger-se, hag a zo aze moarvat evit treiñ ar galleg « personnage » pe « caractère ». Un dudenn avat ne c'hell bezañ nemet « ur re dud », pe c'hoazh « ur rumm tud », en ur pezh-c'hoari e vije evel-se tudennoù eus « ar warded », pe « ar mitizhien », pe « ar gwragez ». Evit komz eus unan hepken eus an dud ez eus ur ger hag a c'hellje bezañ mat-tre, denenn an hini eo. (Kervella, 1968:199)
Al liester tudennoù hag a dalvez « tud zo, lod, darn » (Menard ha Kadored, 2001:pg. tudenn), gl. « quelques hommes, certaines personnes, des gens » (ar Pelleter, 1752:921), ha neket « rummoù tud » pe « strolladoù tud », a laka anat, koulskoude, e talvez al lostger -enn da sevel ur seurt unanderenn e-barzh ar ger-se, evel ma ra an hevelep lostger gant an anvioù stroll.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Loeiz ar Pelleter, Louis Le Pelletier.
Kelaouenn
Emsav
- niv. 90, Mezheven 1974, « (C’hwec’hvet testenn, PKB-1304) Breizh gwelet gant BALZAC, hervez e romant « Les Chouans » », p. 187-193.
- niv. 98, C'hwevrer 1975, « (Pempet testenn, PKB-1331) « Nenn Jani » gant Roparz HEMON (emb. Al Liamm, 1974). – II », p. 41-47.
- niv. 108, Kerzu 1975, « Kendael a-zivout al lennegezh hag an arzoù (Pemzekvet testenn, PKB-1424) « Gwalarn » hag ar vojennouriezh hengeltiek : Youenn DREZEN ha Roparz HEMON », p. 417-426.
Oberennoù ha pennadoù
- Kermoal, Pierrette : 1978. « " Gwalarn " hag ar vojennouriezh hengeltiek ». Al Liamm, niv. 190, 1978. P. 378-387.
- Kervella, Frañsez : 1968. « Notennoù yezh, war zigarez lenn ». Al Liamm, niv. 128. P. 198-204.
- Le Pelletier, Louis : 1752. Dictionnaire de la langue bretonne, où l’on voit son antiquité, son affinité avec les anciennes langues, l’explication de plusieurs passages de l’écriture Sainte, et des auteurs profanes, avec l’etymologie de plusieurs mots des autres langues. Pariz : François Delaguette.
- Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
- Poe, Edgar Allan ; Lermen, Françoise (troerez) : 2011. Diskar Ti Usher. Diembann.