reuskl

Lakaet enlinenn d’an 08.08.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadur

reuskl, pennanv hollek.

Santad displijus a zeu pa ne vez ket pe pa ne dro ket an traoù evel ma fell deor hag a laka da vezañ drouglaouen.

(Bezañ) reuskl ennor.

« Setu ama avad, eme sant Per dezhan e unan, setu ama avad eur vigouden dichipot. » Mez gant aon da veza klemmet euz e labour, e tizroas da gichen an or en eur c’hrosmolad, ag eun tam brao a reuskl ennhan. (Kannad Arvor, niv. 1415, 1907)
N’eus forz penaoz, Tonton Lomm a oa reuskl ennañ ; ha sklêr oa, an hini a glaskfe trabas outañ en deiz-ze… a gavje ! ha pa vijent archerien e Landerne ! (Santeg, 1958:3)

Levrlennadur

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kazetenn

Le Courrier du Finistère, niv. 1415, 23 a viz C'hwevrer 1907, « Danserez Pont-’n-Abad », p. 3.

Oberennoù ha pennadoù

Santeg, Saig : 1958. « Tonton Lomm eur jadenn den ». Bleun-Brug, niv. 110, Mae 1958, p. 2-6.