tad-kun

Lakaet enlinenn d’ar 15.02.2023,
daskemmet d’an 09.07.2023.

Berradurioù : emb. embannadur ; fesk. feskenn ; k. kartenn ; l. levrenn ; p. pajenn ; pg. pennger(ioù) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

tad-kun, tadoù-kun, pennanv niveradus gourel.

  1. Diagentiad deuet 4 remziad a-raok an den, tad-kozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-ioù (ster 1), gourdad-ioù-kozh, tad hebiou, tadig(où), tad-ioù (ster 2), tad-ker (ster 2), tad-koken (ster 2), tad-kozh-garv.
  2. (lec'hel) Tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-kozh, hendad-kozh, tadig(où)-kozh, tadigoù, tad-ioù (ster 3), tad-ioù-kozh, tad-kozh (ster 2), tad-kozh e-raok, tad-kozhig(où), tad-kozh-kuñv, tad-kuñv.

mamm-gun.

Takadoù arver

Arveret eo ar ster kentañ e Treger hag e hanternoz ar Vro Pourlet (Ar Rouz, 1963:k. 575). Testeniekaet eo e Pleuveur-Bodoù, Pleuvihan, Prad, Plouganoù, Lohueg hag e Pleurdud. Klotañ a ra gant ster kentañ mamm-gun, testeniekaet gant Paotr Juluen (1935:49), hag a zo eus Plistin, war an aod e kornôg Treger Vras.

An eil ster a zo arveret e gwalarn Bro-C'hlazig, war an aod e gevred Kernev, hag e kreisteiz ar Vro Pourlet. Testeniekaet eo e Ploudiern, e Plañvour gant un den a oa e dud eus Banaleg, hag e Bubri (Ar Rouz, 1963:k. 575). Klotañ a ra gant eil ster mamm-gun, arveret e Poc'her (Favereau, 1992:pg. kun).

Istor

Stummoù skrivet. 1744 : « tatt-cune » (Cillart de Kerampoul, 1744:pg. Trisayeul).

Stummoù treuzskrivet. 1963 : « tad kuñ » e Pleuveur-Bodoù, Pleuvihan, Prad, Plouganoù ha Lohueg, e-lec'h « tat kũn » moarvat, rak ne vez lakaet an dildenn nemet war ar vogalennoù en doare-skrivañ implijet gant an aozer evit an distagadur, « takũ̦n » e Ploudiern, « takū̦n » e Plañvour gant un den a oa e dud eus Banaleg, « tak̮ũ̦ » e Bubri ha « takū̦̀ » e Pleurdud (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Sterioù. 1744 : tad-kozh an tad-kozh pe ar vamm-gozh, « tatt-cune » (Cillart de Kerampoul, 1744:pg. Trisayeul). 1963 : tad an tad-kozh pe ar vamm-gozh, « takũ̦n », « takū̦n » ha « tak̮ũ̦ » (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv tad hag an adanv kun, hag a c'hallfe dont eus an henvrezhoneg cun (Favereau, 1992:pg. kun), diwar ar c'helteg *con-os (Deshayes, 2021:pg. kun), marteze drougvesket gant ar ger heñvelstumm cun (Favereau, 1992:pg. kun), anavezet c'hoazh e kembraeg dindan ar ster « lord, chief, ruler » betek deroù ar 17vet kantvet (Thomas, 1967:pg. cun1), pe bezañ un adstumm eus kuñv, en hevelep doare ma vez distaget pe get an n e gourfenn gerioù zo, evel din (Ar Bihan, 2023), distaget [dĩ] en ul lodenn eus Kernev Uhel hag eus Treger ha [dɛ̃ɲ] en ul lodenn vat eus Bro-Wened (Ar Rouz, 1927:k. 106). Diwar an henvrezhoneg cun pe con e c'hortozfed kon pe ken, ha neket kun (Ar Bihan, 2023). Ma teufe kun eus an henvrezhoneg cun e talvezfe e vefe bet dalc'het ar vogalenn serr u diwar levezon ar ger kuñv moarvat, en hevelep doare ma soñjer e c'hallfe ar c'hembraeg cun bezañ bet levezonet gant cu (Thomas, 1967:pg. cun3).

Testeniekaet eo an adanv kun evit ar wezh kentañ e 1744, dindan ar stumm « cune » (Cillart de Kerampoul, 1744:pg. Débonnaire). Ar ster roet gant Cillart de Kerampoul a ziskouez ez eo kenster kuñv ha kun, evel an adanvioù kembraek cu ha cun (Thomas, 1967:pg. cu ha cun3).

Hervez Frañsez Favereau (1992:pg. kun) ez eo testeniekaet ar ger kun gant Loeiz ar Pelleter, hag an deiziad 1716, hini dornkrid geriadur Loeiz ar Pelleter, a zo roet gant Albert Deshayes (2003 ha 2021). Hogen gant kuñv eo e klot ar pennger « cûn » e-barzh stumm moullet ar geriadur-se (Ar Bihan, 2023), en hevelep doare ma klot ar pennger « dôn » gant an adanv doñv. Er pennger « cûn » eus e c'heriadur (Ar Pelleter, 1752) e kaver ar stummoù « cûf », « cûv » ha « cum » hag a glot gant gerdarzh kuñv hep ket a var.

Frañsez Favereau (1992:pg. kuñv) a ro da c'houzout e vez drougvesket kuñv gant kun. Kemm a vez lakaet etre kuñv ha kun a-wezhioù koulskoude, e Treger da nebeutañ :

  • Paotr Juluen (1935) a skriv « kunv » (p. 25) ha « kunvik » (p. 9) gant ur v evit an adanv, ha « mamm-gun », « likun » ha « reverkun » (p. 49) hep v evit an diagentidi eus ar pevare d’ar c'hwec'hvet remziad a-raok an den ;
  • gant Pêr ar Rouz (Ar Rouz, 1963:k. 575) ez eo bet dastumet, e Pleuvihan, an distagadurioù « tat kũ̦ » gant un u friet hepken, evit an diagentiad eus an trede remziad a-raok an den, ha « tat kuñ », gant un n, evit an diagentiad eus ar pevare remziad a-raok an den.

Moarvat ez eo ledan a-walc'h an takad ma vez graet an diforc'h-se e Treger, rak diouzh un tu ez eus bet notennet gant Frañsez Vallée (2014:pg. kuñv) e vez distaget « kunv » hep frienn e Treger ha reiñ a ra « tad-kunv » ha « mam-gunv » evit an diagentidi eus an trede remziad a-raok an den, ha diouzh an tu all ez eo bet dastumet, evel e Pleuvihan, « tat kuñ » gant an n evit an diagentiad eus ar pevare remziad a-raok an den e Pleuveur-Bodoù, Prad, Plouganoù ha Lohueg (Ar Rouz, 1963:k. 575), en hevelep doare ma kaver « mamm-gun » evit an diagentiadez eus ar pevare remziad a-raok an den gant Paotr Juluen (1935:49), hag a zo eus Plistin.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Herve Le Bihan ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Loeiz ar Pelleter, Louis Le Pelletier ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Cillart de Kerampoul, Clément Vincent : 1744. Dictionnaire françois breton ou françois celtique du dialecte de Vannes, enrichi de thêmes, dans lequel on trouvera les genres du françois & du breton ; les infinitifs , les participes - passifs , les présents de l’indicatif , suivant la première façon de conjuguer ; & une ortografe facile , tant pour l’écriture , que pour la prononciation. Par Monsieur L’A***. Leide : Compagnie.
  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Deshayes, Albert : 2021. Dictionnaire étymologique du breton. Ar Chapel-Ervoreg : Éditions Label LN.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Le Bihan, Herve : 2023. Kenskriverezh hiniennel gant an aozer.
  • Le Pelletier, Louis : 1752. Dictionnaire de la langue bretonne, où l’on voit son antiquité, son affinité avec les anciennes langues, l’explication de plusieurs passages de l’Écriture Sainte, et des auteurs profanes, avec l’étymologie de plusieurs mots des autres langues. Pariz : François Delaguette.
  • Le Roux, Pierre : 1927. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 2l fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
  • Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.
  • Thomas, Richard James (embanner) : 1967. Geiriadur Prifysgol Cymru: a dictionary of the Welsh language, l. 1: A–Ffysur, 1 emb. Cardiff: Gwasg Prifysgol Cymru.
  • Vallée, François : 2014. Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de Haute Cornouaille. Lannuon : Kuzul ar Brezhoneg.