kilbenniñ / kilpenniñ

Lakaet enlinenn d’ar 06.11.2021,
daskemmet d’ar 06.03.2023.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù ; ub. unan bennak ; udb. un dra bennak.

Termenadurioù

kilbenniñ / kilpenniñ, verb.

  1. Implij antrazeat. Mont a-enep ur youl dre heg.
    Met, allas, mar fell dezhañ stourm, mar kendalc'h da gilbenniñ, gwazh a vo dezhañ !... e vreviñ a rin, hep keuz na morc'hed, rak graet am bo va dever... (Priel, 1949:29)
  2. Implij trazeat dieeun. Kilpenniñ ouzh udb. Mont a-enep udb. dre heg.
    Emañ 'n Natur o kilpenniñ ouzh striv Mab-den, evel pa vefe keuz enni o sevel gant derezioù ar Boud betek ar Frankiz, betek dreistneuziadur an holl voudoù e Tan ar Spered, pa welimp hon Tiern en E Glod. (Rolland-Gwalc'h, 1958:381)
  3. Implij trazeat eeun. Lakaat ub. a-dal un enebiezh kreñv.
    Ma klaskfemp-ni ren gant ur Strollad Broadel evel hon eus anavezet, ne vefemp nemet un darn vihan hag e vefemp kilpennet hep dale. (Jeused, 1967)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv kilpenn hag an dibenn-verb -iñ.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Jeused, Teofil : 1967. « Hor bara pemdeziek ». Al Liamm, niv. 123, 1967. P. 348-366.
  • Priel, Jarl : 1949. « Tri devezhour evit an eost ». Al Liamm, niv. 17, Du-Kerzu 1949. P. 19-63.
  • Rolland-Gwalc'h, Pol : 1958. « Ar Pask Meur ». Al Liamm, niv. 70, Gwengolo-Here 1958. P. 378-386.