krak

Lakaet enlinenn d’an 22.06.2020,
daskemmet d’an 03.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. penngerioù ; r. gt. resisaet gant ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

krak, -où, pennanv niveradus gourel.

  1. Diogeladur faos. Heñvelsterioù : bidennoù, faribolennoù, gevier, pifoù, rambreoù, sorc'hennoù.
    Ma c’hoantaït, avad, deski geier ha diotach, digorit ha lennit hardiz ar gazetennou republikan. Eno e kavot, a vil-vern, sorc’hennou, krakou ha bidennou euz ar re iskisa. (Gazetenn Kerne, niv. 22, 1891:2)

    Kontañ krakoù. Heñvelsterioù : gaouiadiñ, kontañ pifoù, lavaret gevier.

    Gant ma n’eo ket krakou eo a gonter d’eomp evit kaout tro esoc’h d’hor pennaska berroc’h ! (Feiz ha Breiz, niv. 9., 1938:197)
    Koz tamm Saig, te zo o kounta krakou d’in ! (Feiz ha Breiz, niv. 7-8, 1943)
  2. Istor dibouez pe diwir.
    An arvoriad a ioa boas da glevet ar besketerien o kounta krakou da c’hedal ar meillet da dostaat ous ar seac’h abars mont gant ar rouet da ober an dro dezo. (Kazetenn Penn-ar-Bed, niv. 1378, 1906)
    E guirionez dont a rea d’ober meur a frappad marvaillad gantha hag e seblante kaout eur blijadur vras o selaou gantha historiou ar c'hasarn ha krakou all ; sonjomp kentoc'h e doa santet oa izel an ode gant ar paotr ha ne deue ken alies da lavaret dezan lakaat eur c'horniad ganthi nemet evit gellout c'hoarzin divar e goust, eur vech m'he divije troet kein dezan. (Kazetenn Penn-ar-Bed, niv. 1430, 1907)
    Evit gwir n’eo choumet divorfil nemet er zulveziou m’en deus kavet eur c’houmper da zelaou anezan da gounta krakou epad an oferenn. (Yann, 1926:70)

Evezhiadenn : el liester peurliesañ.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • krak, « craque » r. gt. « mensonge » ; distaga krakou, « craquer » r. gt. « mentir » (Du Rusquec, 1886),
  • krak, « racontar » r. gt. « histoire inventée » ; distager krakou, « raconteur » r. gt. « celui qui raconte » (Du Rusquec, 1886),
  • krakoù, « craques » ; kontañ krakoù, « raconter des craques » (Menard, 2012:pg. craques, raconter).

Levrlennadur

Kazetennoù hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek :

  • Gazetenn Kerne, Le Courrier de la Cornouaille ;
  • Kazetenn Penn-ar-Bed, Le Courrier du Finistère.

Kazetennoù ha kelaouennoù

Feiz ha Breiz

  • niv. 9, Gwengolo 1938, « Labourerien douar, dihunomp ? », p. 197-198.
  • niv. 7-8, Gouere-Eost 1943, « An neiziad laboused bihan », p. 331.

Le Courrier de la Cornouaille, niv. 22, Sadorn 28 a viz Du 1891, « Keleier », p. 1-2.

Le Courrier du Finistère

  • niv. 1378, Sadorn 9 a viz Mezheven 1906, « Marvaillou divarben Yannic », p. 3.
  • niv. 1430, Sadorn 8 a viz Mezheven 1907, « Marvaillou divarben Yannic », p. 3.

Oberennoù ha pennadoù

  • Du Rusquec, H. : 1886. Dictionnaire français-breton. Montroulez : A. Chevalier.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Yann, Alan : 1926. « VIvet kenstrivadeg ar C’hardinal Dubourg ». Feiz ha Breiz, niv. 2, C'hwevrer 1926, p. 67-70.