diboplaat

Lakaet enlinenn d’an 21.10.2021,
daskemmet d’ar 20.06.2022.

Berradurioù : niv. niverenn, p. pajennoù.

Termenadur

diboplaat, verb antrazeat.

Dont da vezañ bihanoc'h niver e annezidi.

Kontrol eus Bro-Saoz, o tipoblaat emañ Bro-C'hall, hag eviti Breizh a zo un arboellad-tud e-lec'h n'eus nemet puñsañ. (Poupinod, 1947:12)

Gerdarzh

Diwar an adanv dibobl hag al lostger -aat.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann Boupinod, Yann Poupinot.

Oberennoù ha pennadoù

Poupinod, Yann : 1947. « Divroerezh ar Gelted en amzer-vremañ ». Al Liamm, niv. 4, nevez-amzer-hañv 1947. P. 6-13.