amzeriad

Lakaet enlinenn d’an 23.07.2020,
daskemmet d’an 09.11.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

amzeriad, -où, pennanv niveradus gourel.

  1. Prantad amzeriet a zegouezh gant un dra bennak pe a zo pe a zo bet termenet evit abeg pe abeg.
    • Prantad amzeriet a zegouezh gant buhez un dra bennak, ur prantad eus buhez unan bennak, gant un darvoud pe ur prantad eus istor mab-den pe a dalvez da reoliañ un obererezh.
      Ar Skol Veur a zo krouet 36 vloaz zo. Eun amzeriad hir eo ze, hag eun neubeud krouerien a zo arru koz-koz. (An Oaled, niv. 54, 1935, p. 337)
      Ne maint ket da damall’ vit kêlou ze : pep amzeriad an eus e c’hiz. (Jaffrennou, 1938:185)
      A-zivout an amzeriad-mañ, lenn A. Meillet, Trois conférences sur les Gatha de l’Avesta, 1925, pp. 21-6. (Mordiern, 1938:42)
      Reolennoù strizh a spisa an amzeriadoù ma c'heller troc'hañ bezhin, ar bezhin-tonn hepken o c'hellout bezañ dastumet a-hed ar bloaz. (Bihannig, 1968:38)
      Piv vo eno ? Ar memes re, moarvat : kozh emsaverion gozh o verlobiñ war amzeriad kaer Breiz Atao pe SBB (1) ; an hini a zesk brezhoneg abaoe pemzek vloaz hep bezañ gouest da vont pelloc'h eget pempet kentel ar c'hCours Elémentaire ; […] bez' e vo... (Josse, 1969:331)
      An amzeriad-se eo hini va mignoniezh gant Yann, ma 'z aemp un dek ac'hanomp eus Roazhon da Cesson pe d' ar Pilletière evit gwelout Tata Vallée en ur ganañ a bouez hon fenn kanaouennoù berzet : koñ kenan e c'hell hañvalout bremañ - hag e oa evit gwir - met se oa d' an ampoent nemorant tout an emsav. (Arzel Even, m. gt. Étienne, 1972:21)
      Troc'het e voe koulskoude an amzeriad-se gant ur gwall gaouad goude 1860, ar Brezel-diabarzh. (Kongar, 1978:110)
    • [Gant ur pennanv implijet da stagenn.] Prantad pe hollad prantadoù gouestlet d’un obererezh bennak.
      Berr a-walc'h eo bet da amzeriad labour, evel skrivagner, met heklevioù souezhus ac'h eus dihunet e-kreiz hor c'halonoù. (Langleiz, 1972:124)
      D' ar c'houlz ma adkroge prezidant hag eilprezidant gant o eil amzeriad ren, edo ar Reveulzi e Bro-C'hall en he gwashañ, ha brezel a oa savet etre ar C'hallaoued hag ar Saozon. (Kongar, 1977:382)

      (Ent-krenn.) Prantad ma tle un dilennad embreger e garg.

      Unan eus ar brezidanted-se hepken, Franklin D. Roosevelt, a zo bet adanvet teir gwech (met mervel a reas a-vec'h boulc'het gantañ e bevare amzeriad). Dek anezho, en o zouez c'hwec'h eus ar seizh prezidant kentañ, a reas daou amzeriad e penn ar vro ; tri all a oa bet adanvet, met ne zeujont ket a-benn eus o eil goumanant, evit abeg pe abeg, peurvuiañ dre ma vezent bet falc'het gant an Ankou, ar pezh ne c'hoarvezas ket gant Richard M. Nixon pa roas e zilez e 1974. (Kongar, 1977:386)
  2. Poent resis pe resisoc'h a dalvez da amzeriañ un dra bennak.
    Krediñ a reomp eta rentañ servij o reiñ amañ, en un nebeut pajennoù, un diverrañ eus diskleriadurioù an oberour diwar-benn orin, amzeriad, kefridi savadurioù meurvein Karnag. (Gwengourien ha Glanndour, 1955:28)
    Nep hini a c'hoarvez dezhañ gweladenniñ ar savadurioù bras-se a ra dizale outañ e-unan an tri goulenn-mañ : pehini eo amzeriad ar steudadurioù hag ar c'helc'hiadoù-se, pere o saverion, pehini o fal hag o zalvoudegezh ? (Hülle, Gwengourien ha Glanndour, 1955:30)
    Ar arroudadurioù-se a glot evit gwir gant ar pevar amzeriad pennañ e buhez ar maezioù : 8 a viz Du, haderezh ; 4 a viz C'hwevrer, eginerezh ; 6 a viz Mae, bleunierezh ; 8 a viz Eost, mederezh. (Hülle, Gwengourien ha Glanndour, 1955:33)
    Conaire (Padraic O.). - Deoraidheacht. Uirsgéal. An dara eagran. - Baile Atha Cliath agus Corgaigh, Comhlucht oideachais na Eireann, hep amzeriad. - In-8°, 149 p.
    Setu troidigezh an talbenn : Harlu. Romant. Eil mouladur. N' em eus kavet amzeriad ebet war al levr.
    (Olier, 1965:199)
    Goude ar brezel ec'h embannas e-pad ur pennad ur gelaouennig e rannyezh Wened, anvet En Had, harpet evit doare gant tud evel Roperzh ar Mason hag Iwan an Diberder. An niverenn gentañ o tont er-maez a zouge an amzeriad Mae-Mezheven 1951 ; hag an daouzekvet, ha diwezhañ kement ha ma ouzon, hini miz Eost 1956. (Al Liamm, niv. 166-167, 1974, p. 448)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv amzer gant un i degaset, dre vezkresk, gant al lostger -ad.

Troidigezh

Er geriadurioù : amzeriad, « date » (Vallée, 1931 ; ar Glev, 1984).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Frañsez Jaffrennou, François Jaffrennou ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouennoù

  • An Oaled, niv. 54, 4re trimiziad 1935, « Kenskoazellerien d’ar Pouellgoriz », p. 337-338.
  • Al Liamm, niv. 166-167, 1974, « Sten Kidna. - Kanenn d' ar Vuhez. Kentskrid gant Langleiz. - Ul levrig 72 pajenn, ment 14.21 cm, 1974. Embannet gant an oberour », p. 448-449.

Oberennoù ha pennadoù

  • Bihannig, Loeiz : 1968. « An troc'hañ-tali war aodoù Bro-Leon ». Al Liamm, niv. 126, Genver-C'hwevrer 1968, p. 38-41.
  • Étienne, Guy : 1972. « Ankou Arzel Even ». Al Liamm, niv. 150, p. 20-24.
  • Gwengourien ; Glanndour, Maodez : 1955. Digoradur « Mein meur Karnag ». Al Liamm, niv. 50, Mae-Mezheven 1955, p. 28.
  • Hülle, Werner ; Gwengourien (troer) ; Glanndour, Maodez (troer) : 1955. « Mein meur Karnag ». Al Liamm, niv. 50, Mae-Mezheven 1955, p. 28-34.
  • Jaffrennou, François : 1938. « Ar Beilhadegou war ar maez ». An Oaled, niv. 65, 3de trimiziad 1938, p. 178-185.
  • Josse, Henri : 1969. « Ha setu penaos Breizh 'voe salvet da viken ». Al Liamm, niv. 136, p. 331-337.
  • Kongar, Kenan : 1977. « Un damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik ». Al Liamm, niv. 184, p. 378-388.
  • Kongar, Kenan : 1978. « Un damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik ». Al Liamm, niv. 187, p. 110-121.
  • Langleiz : 1972. « E koun Youenn Drezen ». Al Liamm, niv. 151, p. 117-125.
  • Le Gléau, René : 1984. Dictionnaire classique français breton. Tome II. C - Debla. Brest : Al Liamm.
  • Mordiern, Meven : 1938. « Istor ar Bed. C’houec’hvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). III ». Gwalarn, niv. 112-113, Meurzh-Ebrel 1938.
  • Olier, Youenn : 1965. « Conaire (Padraic O.). - Deoraidheacht. Uirsgéal. An dara eagran. - Baile Atha Cliath agus Corgaigh, Comhlucht oideachais na Eireann, hep amzeriad. - In-8°, 149 p. ». Al Liamm, niv. 110, Mae-Mezheven 1965, p. 199-200.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]