rannyezhoniezh
Lakaet enlinenn d’ar 25.06.2020,
daskemmet d’ar 26.06.2020.
daskemmet d’ar 26.06.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
rannyezhoniezh, pennanv hollek benel.
Skiant, studi a bled gant ar rannyezhoù hag ar parlantoù.
N' eus ket bet kemeret kalz poan da deurel sklerijenn war istor ar yezhoù en Alba : a-vec'h m' emeur krog da zastum, en dihelloù ha skridoù kozh, ar pezh a c'hell teurel sklerijenn war stad ar gouezeleg, pe ar skoseg; er c'houlz-mañ-koulz, hag ar rannyezhoniezh a zo en he derou hepken. (Denez, 1953:63)
N' eus ket nemeur da grediñ en em chaled da ober war-dro kudennoù a rannyezhouriezh, ha nebeutoc'h c'hoazh a rannyezhoniezh er XIVvet kantved. (Guyonvarc'h, 1970:61)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv rannyezh hag al lostger -oniezh.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Denez, Per : 1953. « Ar gouezeleg ». Al Liamm, niv. 37, Meurzh-Ebrel 1953, p. 63-68.
- Guyonvarc'h, Christian-J. : 1970. « Ergerzhadenn e Bro ar Brezhoneg Beleg ». Al Liamm, niv. 138, p. 60-66.