mamm-ioù

Lakaet enlinenn d’an 10.02.2023,
daskemmet d’an 19.06.2023.

Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn(où) ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

mamm-ioù, mammoù-ioù, pennanv niveradus benel.

  1. (Dispredet pe lec'hel.) Mamm d’an tad pe d’ar vamm. Heñvelsterioù : mamm-baour, mamm-ger, mamm-gozh, mamm-vignon. Enepsterioù : bugel-bihan, mab-bihan, merc'h-vihan.
  2. (Boas er genyezh.) Diagentiadez deuet ur remziad a-raok an tad-kuñv pe ar vamm-guñv, mamm-gozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : mamm-adkuñv, mamm-gun (ster 1).
  3. Mamm d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourvamm-gozh, mamm-gozh-kuñv, mamm-gun (ster 2), mamm-guñv, mamm-ioù-gozh.
    Met asanti a rankis dioustu ez oa ar Brezoneg hag ar C’hembraeg diou yez deveret eus an hevelep mammenn geltiek : diou c’hoar hag ez oa o mamm, o mamm-goz pe o mamm-you ; o mamm-gun, likun pe reverkun ; o mamm-gokenn, likokenn pe reverkokenn ; o mamm-bardi pe vom-bardi, an hevelep mamm geltiek a-dra-sur. (Paotr Juluen, 1935:49)

tad-ioù, tud-ioù.

Perzhioù rannyezhel

E gwenedeg e vez kavet al liester dindan ar stumm mammioùier.

War Edig e vez lavaret mamm-ioù ha tad-ioù evit mamm-gozh ha tad-kozh, hogen tud-kozh eo a vez lavaret eno koulskoude (An Du, 2001:k. 576-578).

Takadoù arver

Arveret eo ar ster kentañ war Edig (An Du, 2001:k. 577).

An eil ster a glot gant ar ger tad-ioù, arveret er ster « tad-kozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh » e Leon hag e Poc'hêr (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Testeniekaet an trede ster gant Paotr Juluen (1935:49), hag a zo eus Plistin, war an aod e kornôg Treger Vras. Ar ger tad-ioù, hag a glot gant mamm-ioù, a zo arveret er ster « tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh » en hanternoz, a aodoù Treger Izel ha kornôg Treger Vras da Vro Kalanel, hag er gevred, a reter Bro Gwened da Vro Pondi (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Istor

Stummoù skrivet. 1744 : « Mamïeu.. uér » (Cillart de Kerampoul, 1744:pg. Ayeule, Gran-Mére), « Mamieu » (Cillart de Kerampoul, 1744:pg. Trisayeul).

Stumm treuzskrivet. 2001 : « mãmẹˈ jœy » war Edig (An Du, 2001:k. 577).

Sterioù. 1744 : mamm-gozh, « Mamïeu » (Cillart de Kerampoul, 1744:pg. Ayeule, Gran-Mére) ; mamm an tad-kozh pe ar vamm-gozh, « Mamieu » (Cillart de Kerampoul, 1744:pg. Trisayeul).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm hag an elfenn ioù.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Cillart de Kerampoul, Clément Vincent : 1744. Dictionnaire françois breton ou françois celtique du dialecte de Vannes, enrichi de thêmes, dans lequel on trouvera les genres du françois & du breton ; les infinitifs , les participes - passifs , les présents de l’indicatif , suivant la première façon de conjuguer ; & une ortografe facile , tant pour l’écriture , que pour la prononciation. Par Monsieur L’A***. Leide : Compagnie.
  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, levrenn 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
  • Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.