kenvrezeliad

Lakaet enlinenn d’an 20.06.2020,
daskemmet d’an 03.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

kenvrezeliad, -idi, pennanv niveradus gourel.

A stourm a-gevret gant ur vroad pe ur riezad all ouzh an hevelep enebour en ur brezel. Heñvelster : kevredad.

E 1814 e voe trec'het Danmark, kenvrezeliad da Napoleon, gant Sveden hag ar broiou all kenvrezelidi da Vro-Saoz, ha lamet Norvegia digant Danmark ha roet da roue Sveden, hep goulenn o ali digant Norvegiz. (Even, 1942:132)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv brezeliad hag ar rakger ken-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Even, Arzel : 1942. « Al lennegez norvegiat ». Gwalarn, niv. 146-147, Meurzh-Ebrel 1942, p. 131-142.