yezhpoblkarour

Lakaet enlinenn d’ar 27.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

yezhpoblkarour, -ion, pennanv niveradus gourel.

Den a gar ar yezh pobl.

Ha n’eus ket ezhomm da vezañ ur savant bras evit stadañ n’o deus ar yezhpoblkarourion degaset netra, pe ken nebeut, abaoe an amzer m’emaint o ragachat. (An Noalleg, 1977:50)

Gerdarzh

Diwar ar c'hefebad yezh pobl hag ar pennanv karour.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

An Noalleg, Yann-Baol : 1977. « Digant Yann-Baol an Noalleg da Guy Étienne ». Emsav, niv. 124, 1977, p. 48-52.