diwriziennus
Lakaet enlinenn d’an 20.06.2020,
daskemmet d’an 22.06.2020.
daskemmet d’an 22.06.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
diwriziennus, adanv.
A laka da vezañ distag diouzh istor ha sevenadur ar bobl.
Hep mar na marteze seurt ideologiezh diwrizienn ha diwriziennus ne ra ket kalz a reuz ken e-mesk ar Fransizion, dres o vezañ ma 'z eo diwriziennet a-benn bremañ an darn vuiañ eus ar Fransizion, hag, evel ouzomp ervat, keneiled a galon e vez peurliesañ personed ha skolaerion ar Frañs dre vras. (Ewan, 1957:43)
Ha, tra gwall iskis, ken diwriziennus hag al laikelezh eo deut da vezañ doare hor skolioù katolik, peogwir he deus an Iliz ankouaet unan eus penngwirionezioù an Deologiezh : « e rank ar C'hras hag ar Feiz bezañ imboudet war an Natur a-barzh dougen frouezh ». (Ewan, 1957:44)
Gerdarzh
Diwar -diwrizienn-, pennrann ar verb diwriziennañ, hag al lostger -us.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Ewan, Jil : 1957. « Breizh digor war ar Bed ». Al Liamm, niv. 63, Gouere-Eost 1957, p. 41-46.