uhelennek
Lakaet enlinenn d’ar 24.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
uhelennek, adanv.
Uhelennoù ennañ, stank an uhelennoù ennañ.
Ouzhpenn 600 km. hed eo Katalonia ha Valensia penn ouzh penn ha 50 km. treuz hepken ez int e meur a lec'h. War o led e kaver ur blaenenn strizh, bevennet diouzh tu ar Reter gant ar mor, ha sko ouzh un donvro uhelennek diouzh an tu all. (Toravel, 1963:217)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv uhelenn, ennañ ar bennrann uhel hag al lostger -enn, hag al lostger -ek.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Toravel, Alan : 1963. « Notennou diwar-benn Katalonia ». Al Liamm, niv. 98, Mae-Mezheven 1963, p. 217-226.