douarstummadouriezh

Lakaet enlinenn d’ar 24.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

douarstummadouriezh, pennanv hollek benel.

Studi eus torosennadur a-vremañ an Douar.

Torosennadur (douarstummadouriezh). Taolennadur dre vras. Liamm etrezañ hag ar frammadur douarouriel. Douarstummc’hanouriezh (pe : ganidigezh an torosennadur a-vremañ). Kemmaduriou c’hoarvezet e red ar stêriou (laeradig ur stêr gant unan all). Stummadur an aod (diouzh ma vo tro). (Devenneg, 1942:532)
Traoniennou ha kaniennou-mor, studiadenn douarstummadouriezh (Devenneg, 1943)
Un oberenn a zouaroniezh, a zouarstummadouriezh da gomz resisoc’h, eo an oberenn-mañ, o tisplegañ pezh a ouzer hag a c’houlakaer a-zivout an aberioù (ken niverus e Breizh), ar fiordoù, ar c’haniennoù hag an islonkoù-mor. (Hemon, 1944:128)

Gerdarzh

Diwar ar rakger douar-, ar pennanv stummad hag al lostger -ouriezh.

Troidigezh

Er geriadurioù : douarstummadouriez, « géomorphologie » (Vallée, 1931).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Devenneg, Lan : 1943. « Studiadennou douaroniezh diwar-benn ar Parreziou hag ar C’herioù ». Gwalarn, niv. 152-153, Gwengolo-Here 1942, p. 525-539.
  • Devenneg, Lan : 1943. Traoniennou ha kaniennou-mor, studiadenn douarstummadouriezh. Brest : Skridoù Breizh.
  • Hemon, Roparz : 1944. « Traoniennou ha kaniennou-mor, studiadenn douarstummadouriezh, gant Lan Devenneg, e ti « Skridoù Breizh », Brest, 96 pajenn gant 16 kartenn. — Priz : 50 lur ». Gwalarn, niv. 162, C’hwevrer 1944, p. 127-128.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]