dassonenn

Lakaet enlinenn d’an 10.03.2023.

Termenadur

dassonenn, pennanv niveradus benel.

Vogalenn pe gensonenn a zistager dre leuskel an aer da zasseniñ e kavenn ar genoù pe e kavenn ar fri.

Pa vez pouez-mouezh kaer warne (sl. § 6.4.), goude ur vogalenn verr, hag a-raok #, e hira kalzik kensonennoù zo: ar re divouezh, an dassonennoù /n/, /m/, /l/ (sl. § 5 a-zivout ar SILABENN). (Evenou, 1987:58)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Evenou, Erwan : 1987. Description phonologique du breton de Lanvénégen (canton du Faouët, Cornouaille) – Studi fonologel brezhoneg Lanijen (kanton ar Faoued, Kernev). Thèse pour le Doctorat Unique sous la direction de monsieur le professeur Pierre Denis – Per Denez. Roazhon.