brastresadur
Lakaet enlinenn d’ar 06.07.2020,
daskemmet d’an 30.07.2020.
daskemmet d’an 30.07.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).
Termenadur
brastresadur, pennanv gourel.
- Pennanv hollek. Oberiadur brastresañ.
Sklaer a-walc'h e welomp bremañ avat evit mont war an dachenn ha ren ur brastresadur kevredadoniel eus hor c'henvroiz. (Emsav, niv. 21, 1968, p. 277)
- Pennanv niveradus. Tra pe hollad traoù deuet diwar un oberiadur brastresañ.
Da heul al levr-se e teuas ingal diwar bluenn vMeven Mordiern un niver a oberennoù a-bouez : Sketla Segobrani (1923-1925), savet e kenlabour gant Vallée hag Ernault, romant doueedoniel keltiek ma paota an daveoù da holl levrioù ar mare gouestlet d’an henistor. Istor ar Bed, rummad levrioù embannet gant Gwalarn etre 1929 ha 1938, brastresadur istor an denelezh hag an holl bobloù anezhi. (Emsav, niv. 2, 1967, p. 9)
Gerdarzh
Diwar -brastres-, pennrann ar verb brastresañ, hag al lostger -adur.
Levrlennadur
Kelaouenn
Emsav
- niv. 2, C'hwrevrer 1967, « Meven Mordiern », p. 7-11.
- niv. 21, Gwengolo 1968, « Emsav 2. An arallekadur », p. 269-279.