trivliek
Lakaet enlinenn d’an 23.06.2020,
daskemmet d’ar 24.06.2020.
daskemmet d’ar 24.06.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
trivliek, adanv.
A zo trid, from ouzh e ober.
En tremen trumm-se eus un awen d' eben, eus ar spered brouezet d' ar galon fromet, hag er c'hendalc'h drezo holl daoust da se eus an hevelep lañs trivliek, eus an hevelep fo, eo amañ « gwriziennelezh » arz M. G. (evit implijout ur ger kembraek). (Olier, 1950:64)
Kement-se holl a zo diavaezet a-dreuz taolennadurioù ha notadurioù pinvidik kenañ o rentañ en un doare bev tre an natur pell-vro ha marzhus da sabatuiñ, gant ul lañs trivliek n' eus ket kalz par dezhañ : gouzout a ra ar barzh tennañ un implij efedus meurbet diouzh ur geriadur ledan ha livek, diouzh kengloterezh ar sonioù hag ar c'helluskoù o un. (Olier, 1956:48)
Gerdarzh
Diwar -trivli-, pennrann ar verb trivliañ, hag al lostger -ek.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Olier, Youenn : 1950. « Prederiadennoù diwar-benn un nebeut skrivagnerion vrezhonek ». Al Liamm, niv. 23, Du-Kerzu 1950, p. 52-68.
- Olier, Youenn : 1956. « Prederiadennoù e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek ». Al Liamm, niv. 55, Meurzh-Ebrel 1956, p. 46-57.