rakkemennad
Lakaet enlinenn d’ar 26.10.2021,
daskemmet d’ar 27.10.2021.
daskemmet d’ar 27.10.2021.
Berradur : niv. niverenn.
Termenadur
rakkemennad, -où, pennanv niveradus gourel.
Keloù embannet evit reiñ da anavezout elfennoù zo eus un darvoud a-raok ma vefe embannet holl ar stlennadoù ret diwar e benn.
Kendalc'h ar Yezhoù Keltiek
Rakkemennad :
Embann a reomp a-berzh Conradh na Gaeilge (Kevre an Iwerzhoneg) ez eo divizet gant an aozadur-mañ bodañ ur C'hendalc'h eus Emsavioù ar Yezhoù Keltiek dindan ar bloaz ac'hanamañ. […] (Al Liamm, niv. 169, 1975)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv kemennad hag ar rakger rag-.
Levrlennadur
Kelaouenn
Al Liamm, niv. 169, 1975, « Kendalc'h ar Yezhoù Keltiek ».