touezenn

Lakaet enlinenn d’ar 14.07.2020,
daskemmet d’an 21.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; r. gt. resisaet gant.

Termenadur

touezenn, -où, pennanv niveradus benel.

Hollad traoù, loened pe tud en un douez.

En un douezenn.

Ar segal a zo mat ivez da rei d’ar chatal. Malet ha mesket gant dour, (ar bleud hag ar brenn en eun douezenn), e ra mil vad d’ar zaout. (Chevillotte, 1927:229)
Setu aman darn eus ar c’homzou mat a lavaras d’ar C’hallaoued a oa deuet di d’e zaludi: « Katoliled ar C’hanada, evit dont a­-benn da zigeri, d’ar galleg, doriou skoliou an Ontario, — eur beg-douar hag eman ennan, ar Zaozon hag ar C’hallaoued, en eun douezenn, — o deus stourmet epad 15 vloaz. (1) » (Perrot, 1928:72-73)
N’eo ket er reier hag a ra, evel pa lavarfen, goueled an douar, eo e kaver an dismantrou-ze, met etouez ar reier-rodell hag an douar-stlej dastumet, en eun douezenn, war o gorre, a-nebeudou, gand an dour. (Ar Floc'h, 1929:53)
Eun den fur eus an amzer goz, maro pevar c’hant vloaz a-raok donediger Hor Zalver, a lavare : « Ma vije laket holl drubuilhou an dud en eur bern bras ha rannet, goudeze, etre an holl, dre verniou bihan, o lakat kement ha kement e bern pep hini, eleiz a gavje gwelloc’h derc’hel o zrubuilhou o-unan ganto eget o lakat, en eun douezenn gant re ar re all, d’o ranna goudeze, en eur deurel evez da rei kement ha kement da bep hini ». (Feiz ha Breiz, niv. 4, 1939, p. 103)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv touez, hag al lostger -enn.

Troidigezh

Er c'helaouennoù touezen, « mélange », r. gt. « masse d’objets mélangés ; agglomérat d’objets divers » (Loth, 1929:159).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot.

Kelaouenn

Feiz ha Breiz, niv. 4, Ebrel 1939, « Komzou Breiziz », p. 102-104.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Floc'h, Y. : 1929. « E penn kenta ar bed ». Feiz ha Breiz, niv. 2, C'hwevrer 1929, p. 53-56.
  • Chevillotte, Olier : 1927. « Kenteliou war al labour douar ». Feiz ha Breiz, niv. 11, Du 1927, p. 229-230.
  • Loth, Joseph : 1929. « Notes étymologiques et lexicographiques ». Revue Celtique, levrenn XLVI, p. 143-166.
  • Perrot, Jean-Marie : 1928. « E pemzek vloaz ». Feiz ha Breiz, niv. 2, C'hwevrer 1928, p. 72-73.