treuzalpek

Lakaet enlinenn d’an 13.10.2021,
daskemmet d’ar 27.10.2021.

Termenadur

treuzalpek, adanv.

A denn d’al lodenn eus ar c'hevandir a zo en tu all d’an Alpoù e-keñver Roma.

Ar Romaned e Bro-C’hall Treuzalpek. (Trivarz, 1910:10)

Gerdarzh

Diwar an adanv alpek hag ar rakger treuz-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Trivarz : 1910. Istor pe Danevell Breizh hag ar C’helted aboue an amzer goz betek hizio. Pariz : Leordi brezonek Maurice Le Dault.