amzeriadus
Lakaet enlinenn d’an 23.07.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
amzeriadus, adanv.
A c'haller dizoleiñ pe briziañ e amzeriad.
An Emsav zo da vezañ komprenet evel un devoud eus ar gevredigezh vrezhon en hec’h emdroadur istorel. Un devoud eus an 20t kantved, dezhañ un derou amzeriadus, ez eo evit an hanezour, – un devoud eus ar bobl vrezhon en hec’h istorvezh a-bezh ez eo evit an emsaver. (Emsav, niv. 19, 1968, p. 193-194)
Gerdarzh
Diwar -amzer(i)- pennrann ar verb amzeriañ hag al lostger -adus.
Troidigezh
Er geriadurioù : amzeriadus, « datable » (Menard, 2012).
Levrlennadur
Kelaouenn
Emsav, niv. 19, Gouere 1968. « Emsav ha kevredigezh », p. 191-195.
Oberenn
Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.