brezeladur

Lakaet enlinenn d’an 19.06.2020,
daskemmet d’an 21.06.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

brezeladur, -ioù, pennanv niveradus gourel.

Oberiadur brezeliñ.

Ebrel-Mae. - Viena a glask adkemer he c'hreñv. Brezeladurioù kentañ etre Hungariz hag ar broadoù all, Serbed, Kroated, Roumaniz. (Al Liamm, niv. 61, 1967:41)

Gerdarzh

Diwar ar -brezel-, pennrann ar verb brezeliñ hag al lostger -adur.

Levrlennadur

Kelaouenn

Al Liamm, niv. 61, Meurzh-Ebrel 1967. « Amzeriadur berr dispac'h 1848 », p. 41-42.