beredva

Lakaet enlinenn d’an 08.11.2021,
daskemmet d’ar 14.11.2021.

Berradur : niv. : niverenn ; not. notenn.

Termenadur

beredva, -où, pennanv niveradus gourel.

Tachenn ec'hon, enni beredoù an eil re e-kichen ar re all.

Schweinfurth hag Unger o deus anavezadennet, enframmet e brikennou Piramidenn Dahchour (IIIvet remziad Faraoned, etre 3400-3200 kent H.S.), eun niver bras souezus a c’heotennou soulennek a zo aet da get diwezatoc’h dirak an hada-edou. E dismantrou beredva Kahoun (dindan an XIIvet remziad Faraoned, 2200-2000 kent H.S.), n’en deus kavet Petrie roud ebet ken eus an darn-vuia anezo, F. Hartmann, op. cit., p. 70. (Mordiern, 1937:35, not. 26)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv bered hag al lostger -va.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar bed. Pevare levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc'hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). I ». Gwalarn, niv. 99, C'hwevrer 1937.