houarnvarrennet

Lakaet enlinenn d’ar 06.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

houarnvarrennet, adanv.

Barrennoù houarn outañ.

Evit ar manac’hig ne c’hell ket ar Bed bezañ hini ar gouent ma emañ o vevañ abaoe nav miz ; re deñval, re louet, re ziamzeret dindan e boultrenn eo, ha klozet ouzh an diavaez, ouzh ar bed, – evel a-us d’ar bed, ha strizh kenan digoroù e brenistri houarnvarrennet. (Emsav, niv. 102, 1975)

Gerdarzh

Diwar barrennet, adanor ar verb barrennañ, rakgeriet outañ ar pennanv houarn.

Levrlennadur

Kelaouenn

Emsav, niv. 102, Mezheven 1975, « S.A.D.E.D. : Pevarzekvet prantad kendaelañ bloaziek (2). Kendael a-zivout al lennegezh hag an arzoù : (Navet testenn, PKB-1404) « An dour en-dro d’an inizi », (Gwalarn 42/5-45, 1932, ademb. Al Liamm, 1970), « Sizhun ar Breur Arturo », (Al Liamm 14/37-66, 1949, ademb. Al Liamm, 1971) gant Youenn Drezen », p. 191-203.