rollañ

Lakaet enlinenn d’ar 04.03.2023,
daskemmet d’ar 04.01.2024.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; rp. rannbennad ; s. o. sellet ouzh.

Termenadur

rollañ, verb trazeat eeun hag antrazeat.

Verb trazeat eeun. (Diwar-benn ar gensonenn r.) Distagañ dre lakaat un organ da zaskrenañ er genoù. kabouilhat. Heñvelster : ruilhal. Enepster : risklañ.

R a vez risklet gant tud ’zo (ur gensonenn c’hourlañchenn eo neuze, da dostaat ouzh H) ha rollet gant tud all (ur gensonenn-gorzailhenn da dostaat ouzh C’H eo neuze). (Kervella, 1947:rp. 23)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv roll hag al lostger -añ.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Kervella, Frañsez : 1947. Yezhadur bras ar brezhoneg. Skridoù Breizh.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.