kosp
Lakaet enlinenn d’an 09.07.2023,
daskemmet d’an 10.07.2023.
daskemmet d’an 10.07.2023.
Berradurioù : emb. embannadur ; l. levrenn ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; ub. unan bennak ; udb. un dra bennak.
Termenadur
kosp, -où, pennanv niveradus benel.
- Pezh a redier ar re a zo disklêriet kablus da c'houzañv, dre nerzh al lezenn. Heñvelster : kastiz.
Neoazh hiziv e c'hell forzh pe labourer dilezel e labour hep tennañ warnañ kosp ebet gant ma kemero ur gourc'hwel nevez dindan ur miz. (Emsav, niv. 14, 1968:54)
diviz kospoù, erounit kospoù.
Ur benvegadur kemplezh ha kenurzhiet eo ; c’hoarvezout a ra eus :
[…]
k) un aozadur kastizel oc’h erounit ar c’hospoù divizet gant al lezioù-barn (telloù-kastiz, toull-bac’h, gwazerezh-kastiz, poan a varv). (Emsav, niv. 14, 1968:54)Dougen kospoù ouzh ub.
Ur benvegadur kemplezh ha kenurzhiet eo ; c’hoarvezout a ra eus :
[…]
b) un aozadur barnerezhel karget da zougen kospoù ouzh ar gabluzed da heul un imbourc'h kemplezh o reiñ gwarantoù d'an damallidi […]. (Emsav, niv. 25, 1969:26-27)Lakaat kospoù ouzh udb.
E mareoù 'zo avat e voe embreget doareoù 'zo a sturiaderezh, da skouer :
– kospoù lakaet ouzh heloc'hted re vras ar vicherourion, dre o rediañ da gaout aotreoù-hentañ […]. (Emsav, niv. 14, 1968:54) - Diviz, kemeret gant ur barner, war ar c'hastiz douget ouzh unan bennak disklêriet kablus. Heñvelster : kondaonidigezh.
Prosezioù ar vac’hidi a zisoc’has gant kospoù ponner. (Emsav, niv. 73, 1973)
Evit ar breudadoù torfedel erfin e veze barnet an Aljerianed abaoe 1871 gant lezioù-asizoù dezho kengorioù-barn graet gant Europiz hepken, an aliesañ tud techet d’ar ouennelouriezh hag o tivizout kospoù tidek. (Emsav, niv. 117, 1976)
Gerdarzh
Diwar skouer ar c'hembraeg cosb, « kastiz ; kenurzh (diwar-benn an emzalc'h) ; digoll », eus ar c'helteg *kon-sku̯- (Thomas, 1967:568b-k).
Levrlennadur
Kelaouenn
Emsav
- niv. 14, C'hwevrer 1968, « An armerzhioù kengladel – II. Kudennoù pleustrek. Adreizhadurioù. », p. 50-66.
- niv. 25, Genver 1969, « Notennou politikel (1) – Ar Stad », p. 19-34.
- niv. 73, Genver 1973, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all – Testenn gentañ : An emsav angolat », p. 15-30.
- niv. 117, Gwengolo 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all – Trizekvet testenn : An emsav aljerian. XII. – Aljeria eus 1870 da 1900 (3) : ar voulañjouriezh (1885-1890) », p. 324-340.
Oberenn
Thomas, Richard James (embanner) : 1967. Geiriadur Prifysgol Cymru: a dictionary of the Welsh language, l. 1: A–Ffysur, 1añ emb. Cardiff: Gwasg Prifysgol Cymru.