diboblek

Lakaet enlinenn d’an 23.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn, p. pajennoù.

Termenadurioù

diboblek, adanv.

  1. Distank e annezidi.
    E kêr e vev al lodenn vrasañ eus an dud. En enep, e-kreiz al ledenez e kaver dek war an daouzek departamant diboblekañ eus Bro-Spagn. (Toravel, 1963:217)
  2. Disheñvel diouzh an implij poblek.
    Nemet, pezh a zo kasaus eo e chom ar yezh dre vras diboblek, ha treuzseniñ a ra bommoù seurt se abalamour da se. (Olier, 1953:27)

Gerdarzh

Diwar an adanv poblek hag ar rakger di-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Olier, Youenn : 1953. « Prederiadennou e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek ». Al Liamm, niv. 40, Gwengolo-Here 1953, p. 22-30.
  • Toravel, Alan : 1963. « Notennou diwar-benn Katalonia ». Al Liamm, niv. 98, Mae-Mezheven 1963, p. 217-226.