houarneg
Lakaet enlinenn d’an 23.11.2021,
daskemmet d’an 02.12.2021.
daskemmet d’an 02.12.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù ; s. i. o. sellet ivez ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
houarneg, -i, -où, pennanv niveradus benel.
- Gwelead houarn. Heñvelster : houarn (el liester).
- [El liester, dindan ar furm houarnegoù.]
Digor hizio d’hon argadadennou-preizata maeziou ec’hon ha mengleuziou pinvidik-dreist ar Gouzout, evel m’edo digor, tri mil vloaz a zo, dirak hor Gourdadou, douarou-labour, peurvanou, aouregou, kouevregou, arc’hantegou ha houarnegou ar Bed. (Mordiern, 1935:39)
- [El liester, dindan ar furm houarnegoù.]
- Mengleuz houarn.
- [El liester, dindan ar furm houarnegoù.]
Oiasso (Oyarzun hizio). Houarnegou brudet, bet gounezet gant Hen-amzeriz. (Mordiern ha Vallée, 1944:259)
- [El liester, dindan ar furm houarnegi.]
War-raok ez a mestronierezh armerzhel an impalaerouriezhoù : emañ glaouegi Kaiping e dalc’h Breizh-Veur, glaouegi Fushun ha houarnegi Anshan e dalc’h Japan. (Emsav, niv. 86, 1974)
- [El liester, dindan ar furm houarnegoù.]
Gerdarzh
Diwar ar pennanv houarn hag al lostger -eg.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Emsav, niv. 86, C'hwevrer 1974, « Kendael a-zivout al luskadoù sokialour (C’hwec’hvet testenn, PKB-1230) : An dispac’h sinaat – I. », p. 58-66.
Oberennoù ha pennadoù
- Mordiern, Meven : 1935. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn II) ». Gwalarn, niv. 78, Mae 1935.
- Mordiern, Meven ; Vallée, François : 1944. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur, trede moulladur. Brest : Skridoù Breizh.