brezel

Lakaet enlinenn d’ar 27.07.2020,
daskemmet d’an 03.11.2021.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; rum. rummad ; s. o. sellet ouzh ; udb. un dra bennak.

Termenadur

brezel, -ioù, pennanv gourel.

(Dre skeudenn-lavar.) Disklêriañ brezel d’udb. Kemer an diviz da stourm outañ betek na vefe ket mui anezhañ.

Setu aze petra en deuz great an Aotrou Marc epad he vuez : discleria brezel d’an drouc ha d’ar gaou e kement leac’h m’ho guele o clask beza treac’h d’ar mad ha d’ar virionez, ha labourat heb ehan da zavetei an eneou ha da vaga ar feiz er c’halounou. (Morvan, 1877:402)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Eus ar c'helteg *bres-telo- « torrer, flastrerezh » (Henry, 1900) pe *brest-elo- (Deshayes, 2003).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Henry, Victor : 1900. Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne. Roazhon : J. Plihon et L. Hervé.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
  • Morvan, Gabriel : 1877. « Maro an Aotrou Marc, persoun Plougerne ». Feiz ha Breiz, rum. 2, niv. 52, 10 a viz C'hwevrer 1877, p. 401-402.