skorn
Lakaet enlinenn d’ar 17.06.2020,
daskemmet d’an 21.07.2020.
daskemmet d’an 21.07.2020.
Berradurioù : l. levrenn ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
skorn, -ioù, -eier, pennanv gourel.
– Skornioù. Gwiskadoù, yoc'hoù pe dolzennadoù skorn : frim, grizilh, kazarc'h, kler, morskorneg, rev, revennoù, riell, sklas, sklasennoù, skorngrec'hioù, skornredennoù.
Unan deuz ar re vrudeta deuz ar baleerien-ze, a zo Franklin, marvet gant an naon e-kreiz ar skorniou gant an holl vartoloded a oa war e zaou lestr an Erebus hag an Terror en 1847. (Gourvil, 1909)
An holl dud o deuz losket o buez e-kreiz ar skorniou evit ar wiziegez a zellid e ve merket o hano war roll-verzerien an Araokaat. (Gourvil, 1909)
Ama vout bleuniou
Zo trec’h d’ar skorniou,
Ha gwriennet mad
Zisfi ar stourmad. (Perceval Grave ha Jaffrennou, 1927:792)
– Skorneier. Kementadoù bras-meurbet a skorn e stumm gwiskadoù, yoc'hoù pe dolzennadoù skorn.
Gourdoniñ, dastum nerzh ha pourvezioù a zo ret ober evel ma ra an dud a-benn treuziñ ur gouelec'h pe dremen ur goañvezh e kreiz skorneier ar pennoù-ahel. (Al Liamm, niv. 119, 1966, p. 441)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Jaffrennou, François Jaffrennou.
Kelaouenn
Al Liamm, niv. 119, Du-Kerzu 1966, « A-benn treuziñ ar gouelec'h », p. 440-446.
Oberennoù ha pennadoù
- Gourvil, F. : 1909. « Broiou ar Skorn ». Ar Bobl, niv. 258, Sadorn 4 a viz Du 1909, p. 1.
- Perceval Graves, Alfred ; Jaffrennou, François (troer) : 1927. « Son ar Brug ». Le Consortium Breton – “ Ar C’hevre Breizek ”, l. 2, niv. 7, Eost 1927, p. 792-793.