kenamzeriad

Lakaet enlinenn d’an 21.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger.

Termenadur

kenamzeriad, kenamzeridi, pennanv niveradus gourel.

Den a vev pe en deus bevet en hevelep maread gant unan bennak all. Heñvelster : kempredad.

Eur belek a Vro Leon, an abad Ian Perrot e hano, en deuz tremenet daou vloaz penn-da-benn o skriva eur Buez ar Sent nevez, en eur iez kempenn, flour, divorfil, freaz, er iez Leon-ze, hag a zo bepred a c’houde pemzek-kant vloaz ar vammen, an eienen euz ar brezonek mad, ledan, sklentin, pozet mad, ar giriou ennan var o hed, hirr o dioueskell, prest da nijal, en hevelep poent ha ma teufe d’eur c’henamzeriad d'in dizrei var an douar, her c’homprenfe. (Anaon Marzin, 1911)
Strivou an oberourien er bed-mañ a chom difrouez alies, dre ma vez krignet o labour bemdez ha bemnoz gant ar razed, da lavarout eo, o c’henamzeridi, o mignoned a-wechou. (Hemon, 1936:31)
Ar barzh-mañ a voe anezhañ, evit ar c’hembraeg, un nevesaer evel ma voe evit ar saozneg e genamzeriad Chaucer, daoust ma ’z eo yezh ar c’hembread tostoc’h ouzhimp eget yezh ar Saoz. (Vinay ha Bourdelles, 1943:59)
E-kichenik ez eus ur chapel vihan gouestlet da Sant Kado, kenamzeriad Gweltaz. (Jaffrennou, 1944:17, m. gt. ar Glev, 1984:pg. contemporain (M.))
Mar deo kozh danevelloù Scheherazad, — amzer ar C’halif Haroun-er-Rachid, kenamzeriad Charlez Veur, — Kontadennoù Bro-Skos n’eur evit reiñ oad ebet dezho, ken don e sankont er c'hantvedoù tremenet, .hervez o stumm, hag hervez ar c’hredennoù souezhus a ziskouezont… (Drezenn, 1944:1)
Re vreizhat e oa chomet doare Tristan Corbière, moarvat, evit ma vije bet prizet e dalvoudegezh gant tud lipet re vat Pariz. Hetomp, gant Erwan-G. an Danteg ma vo hiviziken anavezet kement hag e genamzeridi Baudelaire ha Verlaine. (Al Liamm, niv. 42, 1954)
Ar Gelted kozh, koulz hag o c'henamzeridi indezeuropat all moarvat, a lakae ar gurun war gont un doue-e-vorzhol, hag al luc'hed war gont un doue all. (Heusaff, 1966:139)
Gouzañv a rae e boanioù hag enoe ar prizon atav gant pasianted, o kemer dudi en arz, – rak gantañ en doa degaset da Vro-Saoz seizh kitarer, hag e-doug ar sonadegoù, hervez lavar e genamzeridi, e rae an eizhvet diouzh ret. (La Borderie ha Hemon, 1977:151)
Ha Froissart, o heuliañ feal doare soñjal e genamzeridi, a zo brokus gant e veuleudioù eus ar stourm meur. (La Borderie ha Hemon, 1977:397)

Gerdarzh

Diwar ar rakger ken-, ar pennanv amzer gant un i degaset, dre vezkresk, gant al lostger -ad.

Troidigezh

Er geriadurioù : kenamzeriad, « contemporain » (Vallée, 1931 ; ar Glev, 1984 ; Menard, 2012).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Frañsez Jaffrennou, François Jaffrennou ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouenn

Al Liamm, niv. 42, Genver-C'hwevrer 1954, « Les amours jaunes », p. 54.

Oberennoù ha pennadoù

  • Anaon Marzin : 1911. « Ar re a lac’h ar brezonek. (Eil pennad) ». Ar Bobl, p. 331, 29 a viz Ebrel 1911, p. 2.
  • Drezenn, Youenn : 1944. « Eus Finn da Sindbad pe “ Sindbad ar Martolod ” ha “ Kontadennoù Bro-Skos ” ». Arvor, niv. 172, 7 a viz Mae 1944, p. 1-2.
  • Hemon, Roparz : 1936. « Na zistrujit ket ». Gwalarn, niv. 92, Gouere 1936, p. 29-31.
  • Heusaff, Alan : 1966. « Kelennadurioù a wechall a-zivout an arnev ». Ar Bed Keltiek, niv. 89, Mae 1966, p. 139-140 ha 147.
  • Jaffrennou, François : 1944. Eur wech e oa… Eur c’hrennard, eun diskard, eur soudard. Envorennou yaouankiz. Karaez : Editions Armorica.
  • La Borderie, Arthur Le Moyne de ; Hemon, Roparz (troer) : 1977. « Istor Breizh La Borderie ». Al Liamm, niv. 181, p. 140-152, ha niv. 184, p. 389-398.
  • Le Gléau, René : 1984. Dictionnaire classique français breton. Tome II. C - Debla. Brest : Al Liamm.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Vinay, J. P. ; Bourdelles, P. (troer) : 1943. « Istor berr al lennegezh kembraek ». Gwalarn, niv. 156-157, Genver-C'hwevrer 1943, p. 34-74.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]