glasterenn

Lakaet enlinenn d’ar 07.12.2021,
daskemmet d’an 08.12.2021.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajenn ; rumm. rummenn.

Termenadurioù

glasterenn, -où, pennanv niveradus benel.

  1. Plantenn glas he delioù.
    « Krak ! » a respont en eur zistaga ar brank gant pehini e oan harpet !
    […] Oh ! glazderennou, glazderennou, gwelit a ret ? Komz a reont, ha dreist-holl, santout a reont re ganto o-unan !
    (Gourlet, 1907:2e)
    War ho roc’h santel en em gavomp laouen
    ’Vel ar bokedou war ar glasteren.
    (La Résistance, 57vet bl., niv. 29, 1941:2f)
  2. Tachenn enni un hollad plant glas.
    Mez dre eun dro-vad karantek ha tener, pa gredez anezan e-unan, gwalleüruz o redek, hen a gav eun neuden zour kuzet dindan ieot flour ar c’hlasderen hag hen kas gantan en e greiz karadek. (Desbordes-Valmore ha Bodspern, 1912)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv glaster hag al lostger -enn.

Levrlennadur

Kazetenn

La Résistance, 57vet bl., niv. 29, 19 a viz Gouere 1941, « Roscoff », p. 2e-f.

Oberennoù ha pennadoù

  • Desbordes-Valmore, Marceline ; Bodspern (troer) : 1912. « An diou vesaerez (Kendalc’h) ». Ar Vro, 9vet bl., rumm. 2, Ebrel 1912. P. 68.
  • Gourlet, Loeiz (troer) : 1907. « Historiou a bep sort evid tud a bep oad ». Ar Bobl, niv. 148, 27 a viz Gouere 1907. P. 2.