glanyezhel

Lakaet enlinenn d’ar 24.06.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

glanyezhel, adanv.

A denn d’ur yezh c'hlan.

Maz eus biken ur brezhoneg skiantek implijet, krediñ a ran e vo heñvel a-walc'h ouzh an alamaneg skiantek - gerioù etrevroadel ha gerioù « glanyezhel » mesket, daoust ma vefe posubl, evel en alamaneg, stummañ gerioù glanyezhel evit hogos pep ger ret. (Even, 1951:12)
Ar gerioù-se eo a ro an doare glanyezhel d' ar pennad. (Al Liamm, niv. 99, 1963:296)

Gerdarzh

Diwar ar bennrann -glanyezh- hag al lostger -el.

Levrlennadur

Kelaouenn

Al Liamm, niv. 99, Gouere-Eost 1963, « Meven Mordiern gwelet gant skolidi Saded », p. 294-298.

Oberennoù ha pennadoù

Even, Arzel : 1951. « G. B. Kerverzioù gouizieg, barzh ha hengouniour ». Arvor, niv. 26, Mae-Mezheven 1951, p. 8-13.