stokadenn

Lakaet enlinenn d’an 30.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

stokadenn, -où, pennanv niveradus benel.

Stokadenn-dredan. Tremen berrbad a dredan er c'horf.

Neuze e santis ar broud em brec'h, stokadennoù-tredan. (Heusaff, 1972:247)
Neuze e santis ur stokadenn-dredan o vont dre va brec'h. (Heusaff, 1972:247)

Gerdarzh

Diwar -stok-, pennrann ar verb stekiñ, hag al lostger -adenn.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Heusaff, Alan : 1972. « Jahinet ». Al Liamm, niv. 152, p. 240-250.