glaoueg

Lakaet enlinenn d’an 03.12.2021.

Berradurioù : m. gt. meneget gant ; niv. : niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

glaoueg, -i, -où, pennanv niveradus benel.

  1. Diazad glaou-douar.
    Emañ an enkadenn en he rustañ e mengleuzioù ha houarnouriezh glaoueg al Loire, e gwiaderezh Normandie ha Kornog Frañs, en ijinerezhioù diseurt e Paris. (Emsav, niv. 117, 1976)
    E-se e c’hell diorren aozadurioù micherour padus, n’eo ket hepken e glaoueg Norz Frañs, hogen e pep tachenn eus ar greanterezh gall. (Emsav, niv. 118, 1976)
    Met Boulanger a ro e urzhioù e doare da na wallveskañ ar vilourion gant ar Gompagnunezh o trevekaat ar c’hlaoueg. (An Nestour, 1978)
  2. Gwelead glaou-douar.
    • [El liester, dindan ar furm glaouegi.]
      Kavout a reer ar glaou er glaouegi e stumm gwiskadoù pe gwazhennadoù an eil war eben. (Kergoat, 1974:43, m. gt. ar Glev, 1988:pg. houillère)
      Dont a ra ar glaou diwar treuzkemm ar c’hoadeier liñvet e diazadoù tost d’ar mor. Er rannvroioù meneziek eo savet ar glaouegi e deun al lennoù. (Kergoat, 1974:45, m. gt. ar Glev, 1988:pg. houillère)
  3. Mengleuz glaou-douar. Heñvelster : poull-glaou.
    • [El liester, dindan ar furm glaouegoù.]
      Ar vicherourien, ar re anezo a laboure e mengleuziou an Argoadou (Midlands), e glaouegou Norzhumberland ha Durc’ham, e labouradegou-houarn Birmingham ha Newcastle, e milinou-kotoñs konteleziou Kêrhirvren (Lancaster) ha Kêrevraok (York) a stagas ganti kerkent ha ma voe skañvaet d’ezo ar yeo bounner a boueze warno da genta. (Mordiern, 1935:27)
      Ha bremañ e kaver war-dro daou-ugent mil « grensarbeider » o treuziñ bemdez an harzoù da vont da Vro-C'hall pe d' an Holland, daouzek mil « seizoenwerker » hag a ya evit ur pennad bloaz en diavaez dreist-holl war-dro ar beterabez e Bro-C'hall, hag int o tistreiñ d' ar gêr da dremen ar goañv, ha c'hoazh ouzhpenn kant mil « mobil », labourerien a Vro-Flandrez, int, hag a vez kaset bep mintin da c'hlaouegoù pe da labouradegoù houarn Wallonia, tud hag a vez meur a hini anezho er-maez eus ar gêr pemzek pe seitek eur bemdez ! (Maton, 1958:187)
      Glaouegoù Beringen, e-kreiz Kempenland. Prezidant : ur Gall ; daou eilbrezidant : ur Gall, ur Brusselad galleger ; merour rener-meur : ur Gall ; merourien ha komiserien : eizh Gall, ur Wallonad, seizh Brusselad, gallegerien holl anezho sur a-walc'h. (Maton, 1958:189)
      Glaouegoù Winterslag. Prezidant : ur Wallonad ; merour dileuriad : ur Brusselad galleger ; merourien ha komiserien : seizh Gall, pemp Brusselad galleger, ur Flandrezad galleger. (Maton, 1958:189)
    • [El liester, dindan ar furm glaouegi.]
      Keñveriomp da skouer ar greantioù-dir er Ruhr hag an arsanailhoù e Breizh ; e-kichen ar re gentañ ez eus bet savet ur rouedad greantioù-pleuskañ all ; arsanailhoù Brest hag An Oriant n’int ket stag ouzh armerzh ar vro ha n’o deus ket lakaet greantioù all da ziwanañ. Heñvel eo evit glaouegi Kembre. (Pennek, 1966, m. gt. Emsav, niv. 6, 1967)
      Setu da skouer titloù un nebeut pennadoù : Penaos e lez ar Stad c’hall da laerezh ar genderc’herion winizh, Breiz Atao 17 Du 1929 ; Glaouegi Frañs a-enep porzhioù Breizh, Breiz Atao 08 Kerzu 1929 ; Breizh aberzhet, hon houarnhentoù, Breiz Atao 12 Ebrel 1930 ; Breizh aberzhet, Morbihan, Breiz Atao 01 C’hwevrer 1930 ; Breizh aberzhet, Côtes-du-Nord, Breiz Atao 22 C’hwevrer 1930. (Emsav, niv. 33, 1969:277, not. 8)
      War-raok ez a mestronierezh armerzhel an impalaerouriezhoù : emañ glaouegi Kaiping e dalc’h Breizh-Veur, glaouegi Fushun ha houarnegi Anshan e dalc’h Japan. (Emsav, niv. 86, 1974)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv glaou hag al lostger -eg.

Troidigezh

Er c'helaouennoù : houarnegi, « houillères » (Emsav, niv. 33, 1969:277, not. 8, diwar an Treog, 1929:1d-e).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Reun ar Glev, René Le Gléau ; Roger an Nestour, Roger Le Nestour ; J. an Treog, J. Le Treoc.

Kelaouenn

Emsav,

  • niv. 6, Mezheven 1967, « Notennou armerzhel (6), an isdiorreadur ».
  • niv. 33, Gwengolo 1969, « "Breiz Atao" hag an daelerezh-dieubiñ », p. 263-278.
  • niv. 86, C'hwevrer 1974, « Kendael a-zivout al luskadoù sokialour (C’hwec’hvet testenn, PKB-1230) : An dispac’h sinaat – I. », p. 58-66.
  • niv. 117, Gwengolo 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all : (Trizekvet testenn, PKB-1514) An emsav aljerian. XII. – Aljeria eus 1870 da 1900 (3) : ar voulañjouriezh (1885-1890) », p. 324-340.
  • niv. 118, Here 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all : (Pevarzekvet testenn, PKB-1517) An emsav aljerian. XIII. – Aljeria eus 1870 da 1900 (4) : ar bountad sokialour ; entuadur ar gatoliged gant ar Republik », p. 324-340.

Oberennoù ha pennadoù

  • Kergoat, Lukian : 1974. « Geologiezh ». Skol, niv. 57-58, 1974.
  • Le Gléau, René : 1988. Dictionnaire classique français breton. Tome V. Filet - Impuni. Brest : Al Liamm.
  • Le Nestour, Roger : 1978. « Amveziadou ar voulanjouriezh ». Emsav, niv. 126, 1978.
  • Le Treoc, J. : 1929. « Les houillères françaises contre les ports bretons ». Breiz Atao, niv. 78, 8 a viz Kerzu 1929. P. 1.
  • Maton, Jef : 1958. « Kudennoù Arboellerezh ha Kevredigezh e Flandrez a-vremañ ». Al Liamm, niv. 68, Mae-Mezheven 1958. P. 187-190.
  • Mordiern, Meven : 1935. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn IV) ». Gwalarn, niv. 84, Du 1935.
  • Pennek, P. : 1966. « Isdiorreadur hag armerzh ». Preder, niv. 84-85, 1966. P. 9-12.