diziazezelezh

Lakaet enlinenn d’an 21.06.2020,
daskemmet d’an 21.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadur

diziazezelezh, pennanv hollek benel.

Perzh un dra bennak a ziouer diazezoù dezhañ.

Ma fell deomp neuze diskuliañ ar pep talvoudusañ er romant eo ret dimp dibab ar menozioù breizhek, da lavarout eo pezh a skriv Abeozen diwar-benn amzer da zont hor Sevenadur, hag ar barzhonegoù m' en em zispleg enne un ene kuzh, n'eo ket bet mastaret c'hoazh gant arvarelezh, diziazezelezh ar spered gall. (Al Liamm, niv. 101, 1963, p. 484)

Gerdarzh

Diwar an adanv diziazez hag al lostger -elezh.

Levrlennadur

Kelaouenn

Al Liamm, niv. 101, Du-Kerzu 1963, « Abeozen gwelet gant Skolidi Saded », p. 482-488.