divroerezh
Lakaet enlinenn d’an 19.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.
daskemmet d’an 22.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
divroerezh, -ioù, pennanv gourel.
– Pennanv niveradus.
Marteze e vo gwelet divroerezhioù o tiwanañ goude ar brezel - a-benn bremañ endeo e c'heller o merzout - hogen disheñvel e vint diouzh ar pezh a oant a-ziagent. (Poupinod, 1947:7)
Gerdarzh
Diwar divro-, pennrann ar verb divroañ hag al lostger -erezh.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann Boupinod, Yann Poupinot.
Oberennoù ha pennadoù
Poupinot, Yann : 1947. « Divroerezh ar Gelted en amzer-vremañ ». Al Liamm, niv. 4, nevez-amzer-hañv 1947. p. 6-13.